Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/23

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



KENTA KEVREN


Deoliez ha Burzudou


PE KENTELIOU DIVAR BENN AR RELIJION
HA TRAOU BURZUDUS.


————


D’AN DREINDED SANTEL.


————


Evel ma zeo an Dreinded Santel ar penn kenta a bep tra, e lakeomp, en he henor, e penn ar Levr-ma, kreden an ilis katolig hanvet

Symbolen Sant Athanas.
————

Piou bennag a fell dezhan beza salvet, a rang araok pep tra delc’her mad d’ar feis catolik.

Nep ne viro ket ar greden-ze didor ha divoulc’h, ep mar ebet a vezo collet da viken. Hogen ar greden gatolig eo houma : Credi ez euz eun Doue e tri ferson, ha tri ferson en eun Doue epken ;

Ha kement-se ep kemeret an eil eleac’h egile euz an tri ferson-ze, nag ober tri Doue anezho.

Rag an Tad ne d’eo nag ar Mab nag ar Speret-Santel ; ar Map ne d’eo nag an Tad nag ar Speret-Santel, hag ar Speret-Santel ne d’eo nag an Tad nag ar Map.

An Tad avad, ar Mab hag ar Speret-Santel a zo ho zri eun hevelep Doue, o deuz eun hevelep gloar, bag eun hevelep majeste a viscoas da virviken.