Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


RAPPORT
de m. l’Abbé Kerdaffret
Archiprêtre, Curé de Pontivy.
————

Aotrou Person Pontivy, carget da tenn al Levr-ma, a scrif evelen da aotrou Eskop Guened :

Aotrou’n Eskop,

Lennet em eus gant evez ha gant ar brassa plijadur folliennou Levr an Tad Goulven dre ma vizent tennet ha moullet.

Emaomp ep dale gant ar folliennou diveza, hag en em gavan eurus da ziscleria deoc’h, Aotrou’n Eskop, e verit al Levr-ze, e pep giz, beza cavet mad ha meulet ganeoc’h.

An tad Goulven en deus dalc’het mad d’ar pez en devoa brudet dre ar scrid strevet er vro.

Al Levr Kenteliou hag Istoriou a skuer vad ne oufer ket alia re ar vretoned d’her prena ha d’he lenn. Brezonek mad a gavint enhan, ha diez e ve caout guelloc’h.

Otreit, Aotrou’n Escop, ar respet hag an anaoudegez vad gant pere em’oun.


Ho servicher sentus,


B. Kerdaffret,

Person Pontivy.