ervez lezenn ar Iuzevien guech all, ar gragez a dlie
mont d’en em burifia d’ann templ eur pennad goude
beza lakeat eur c’hrouadur bennag er bed. Ar re anezho
a ioa pinvidik a roe eunn oan bloaz hag eur goulm pe
eunn durzunell evit beza kinniget e sakrifis da Zoue. Ar
re n’oant ket pinvidik a roe diou goulm pe ziou durzunell,
da lavaret eo, eur goulm pe eunn durzunell muioc’h
e plas ann oan. Neuze ar belek a bede evitho, ha goudeze
e c’hellent distrei da veva etouez ann dud evel diagent.
Al lezenn-ma n’oa ket great evit ar Verc’hez Vari, p’e guir oa deuet da veza mamm heb koll tamm euz he guerc’hded. Evelato e falvezaz d’ezhi ober evel ar merc’hed all, ha d’ar mare merket ez eaz d’ann templ gant eur c’houblad turzunelled; rak n’e devoa ket a be a dra da gaout eunn oan.