beza draillet ha lonket gant al loaned gouez ! » Eunn hevelep setans a lakeaz kaloun ar Zant da zridal gant ar joa. « — O va Doue, emezhan, me ho trugareka abalamour m’eo plijet ganehoc’h e vijenn karget a jadennou evel Paol, hoc’h abostol. »
Enn eur vont da Rom, Ignas a dremenaz dre gear Smirn, hag eno e velaz sant Polikarp, a ioa bet eveldhan er skol gant ann abostol sant Iann. Gant pebez karantez ec’h en em daolaz ann daou vignoun-ze ann eil etre divreac’h egile ! Goulskoude, Ignas a ioa nec’het gant eunn dra : aoun en doa na vije espernet gant al loaned gouez evel m’oa bet espernet dija meur a verzer all. Pedi a reaz eta sant Polikarp ha tud fidel Smirn da c’houlenn evithan digant Doue ar c’hras ne vije ket espernet. Lavaret a eure ar memes tra da gristenien Rom enn eul lizer kaer a skrivaz d’ezho.
« — Gant a reot, emezhan, ne d-it ket da ober gaou ouzinn enn eur c’houlenn evidon ar c’hras da veza espernet. List ac’hanon da veza debret gant al loaned evit ma’z inn da velet Doue… Mall am euz d’en em gaout enn ho zouez, ha va brasa ioul eo ma lammint ganen dioc’htu. N’em euz ken aoun nemed ne gredfent ket touch ouzinn, evel a zo c’hoarvezet gant merzerien all. Mes, ma ne dostaont ket, me ho heskino, hag enn eur feson bennag me rai d’ezho va dispenn ha va lonka. Pardounit d’inn, va bugale ger, me a c’hoar petra zo guella evidon. Ne glaskann nemed eunn dra, beza gant Jezuz-Krist. A hent all, ne rann ket a fors evit beza devet, staget ouz ar groaz, debret gant al loaned ; ne rann ket a fors ha pa ve bruzunet va eskern, flastret va c’horf, diframmet va izili ann eil dioc’h egile. Eur vech c’hoaz eta, ne virit ket ouzinn da vont d’ar vuez ; rak Jezuz-Krist eo buez ann dud fidel… »
Sant Ignas a zigouezaz e Rom d’ann devez diveza euz ar c’hoariou skrijuz a veze great enn amzer-ze evit plijadur ar bobl. O veza en em strinket d’ann daoulin e kreiz ar gristenien a ioa bodet enn dro d’ezhan, e pedaz