Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/887

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann tregontved a viz kerzu


SANT SABIN HAG HE GOUMPAGNUNEZ, MERZERIEN
————


Sabin a ioa eskop e kear Spolet enn Itali pa zougaz ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian eul lezenn a varo a enep ann holl gristenien. Ar re-ma a ioa eta dalc’h-mad e riskl da goll ho buez, hag o doa ezomm a dud dispount ha guiziek evit ho c’hrenvaat er feiz ha rei nerz d’ho c’haloun a benn ma vijent galvet dirak ar varnerien. Sabin a oue unan euz ann dud abostolik-se. N’en devoa aoun rak netra pa veze hano da labourat evit gloar Doue ha silvidigez he nesa, ha mont a rea, euz ann eil bourg d’egile hag euz ann eil kear d’eben, da gelenn ann dud fidel ha da vaga ho eneou dre ar zakramanchou evit ho lakaat e stad da reseo ar gurunenn a verzerenti.

Abarz ar fin e oue taolet er prizoun, e kear Asiz, asambles gant daou avieler a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan hag a ioa ho hano Eksuperans ha Marsell. Venustian, gouarner ar vro, ho galvaz dirazhan ho zri hag a roaz urs d’ezho da adori idol Jupiter. Kerkent Sabin a grog enn idol-ze, a ra mil damm anezhan hag a vres ann tammou dindan he dreid. Ar gouarner a ieaz enn egar o velet kement all, hag a lavaraz dioc’htu trouc'ha he zaou zorn d’ar Zant. Goudeze e reaz astenn ann daou avieler var eur stern koat evit ho bazata enn eur feson didruez, dispenn ho c’horf gant ivinou houarn ha devi d’ezho ho c’hosteziou gant goulou var elum. Eksuperans ha Marsell a dremenaz a greiz m’edot oc’h ho bourrevi evelse.

Neuze Sabin a oue kaset d’ar prizoun enn dro, ha lezet eno he-unan. Mes e kear ez oa d’ann ampoent eunn intanvez kristen ha pinvidik, he hano Serena, hag a implije he holl danvez oc’h ober vad d’ann dud paour ha reuzeudik. Ann intanvez-ma a c’hellaz mont betek