Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/884

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ann dra-ze ne badaz ket pell. Eunn devez oa lammet enn eur ster da baka eul labous, hag e oue dare d’ezhan beza flastret dindan rod eur vilin a ioa o trei. Raktal e kredaz oa bet saveteet he vuez dre virakl, hag e reaz he zonj da veza devotoc’h hiviziken.

O veza distroet da Loundrez, e c’houlennaz beza resevet etouez ann dud a iliz, ha prest goude, arc'heskop Kantorberi a ginnigaz eur plas d’ezhan enn he balez. Divezatoc’h ann arc’heskop-se her greaz avieler, hag abarz ar fin e choazaz anezhan evit he vikel vraz. Thomas a ioa dija brudet d’ann ampoent dre he spered kaer hag he zeskadurez, ha muioc’h c’hoaz dre he furnez hag he vertuz. Ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he lealded ; azalek he vugaleach zoken e vije bet guell ganthan gouzanv n’euz fors petra kentoc’h eget lavaret eur gaou.

Arc’heskop Kantorberi o veza great he veuleudi d’ar Roue Herri, eil euz ann hano, ar roue-ma a roaz d’ezhan ar garg huela euz he rouantelez. Thomas a guiteaz eta Kantorberi evit mont da jom da Loundrez, ha kemeret perz e gouarnamant ar vro evel ann tosta d’ar roue. A1 labour en devoue da ober er garg-ma ne reaz ket d’ezhan ankounac’haat oa avieler. Ar pedennou n’en deveze ket amzer da lavaret var ann deiz a lavare enn noz, ha bez’e oue bepred ken aketuz ha kent d’he holl zeveriou a gristen hag a zen a iliz.

Etre daou e varvaz arc’heskop Kantorberi, ha Thomas a oue choazet evit delc’her he blas, kaer en devoue klask miret. O veza ne oa c’hoaz nemed avieler, e oue beleget da genta, ha goudeze e oue sakret eskop. Divar neuze ec’h en em lakeaz da veva evel eur manac’h, hag e tougaz ato eur porpant reun dindan he zillad all. Sevel a rea bemdez da ziv heur dioc’h ar mintin da lavaret he offis, ha pa veze echu, e voalc’he ho zreid da drizek paour hag e rea eur c’housk all. Mes abred e save adarre, ha goude beza lavaret he bedennou, lennet ar Skritur Sakr ha bet pell o vedita, ez ea da velet ar venac’h pe ar veleien glanv. Da nav heur e lavare he offerenn, da zek heur e roe ann aluzenn, ha ne leine nemed da deir heur goude kresteiz.