Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/867

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

jomaz ato stard enn he feiz. Neuze e oue lamet he blas diganthan ; mes pe a dra aoualc'h en doa da veva, ha gant he zanvez e kendalc’haz evel kent da zikour ann dud keiz hag ezommek.

Ann impalaer a bignaz var ann tron goude maro Konstans a oue ann impalaer Julian. Hema a ioa bet badezet ; mes goudeze en doa dilezet servich ar guir Doue evit heul relijion ar baianed, ha c’hoant en doa da lakaat ar gristenien all da ober eveldhan. Abalamour da ze, e voall-gase anezho e peb feson, hag avechou zoken ho c'houndaone d’ar maro.

Hogen, Flavian a ioa unan euz ar re a laboure ar muia da rei kaloun d’ann dud fidel ha d’ho c’hrenvaat er feiz. Ouspenn a rea c'hoaz. P’en deveze eur c’hristen bennag skuillet he c’hoad evit Jezuz-Krist, ez ea, evel Tobias guech all, da glask he gorf, ha goudeze e sebelie hag ec’h enterre anezhan gant respet.

Ann impalaer, o veza klevet ann dra-ze, a roaz urs da Apronian, prefet Rom d’ann ampoent, da gregi e Flavian ha da veza rust enn he genver, ma ne felle ket d’ezhan kinnig ezans d’ann idolou.

Apronian a oue mall ganthan senti ouz ann impalaer ; mes, kaer en devoue, ne c’hellaz ket lakaat ar Zant da adori ann doueou faoz. Neuze, gant he gounnar, e c’hourc’hemennaz ober eur merk var dal Flavian gant ann houarn ruz, evel a veze great var dal ann dorfetourien vraz. Mes ar Zant a c’houzanvaz ar boan hag ann dismegans-se gant muioc’h a joa eget n’en devije bet o reseo eur gurunenn aour pe eur vantell a roue.

Goudeze ar prefet a lamaz diganthan he holl vadou, hag her c’houndaonaz d’ann harlu. Setu hen eta lakeat var ann douar noaz, ha red d’ezhan kuitaat he vro. N’euz fors ; he galoun a zridaz o klevet ar zetans-ze. Lezel a rea var he lerc’h he bried Dafroza hag he ziou verc’h, Bibiana ha Demetrii. Mes ho abandouni a eure gant fizians etre daouarn providans Doue, ha rezoun en devoue ; rak Doue a gemeraz soursi anezho, hag ho zeir o devoue ann eur da c’hounit ar gurunenn a verzerenti.

Evithan a dremene he holl amzer o pedi el leac'h m’oa