Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/865

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

enn he zaouarn, ha lakeat va biz enn toullou-ze hag er gouli euz he gostez. »

A benn eiz deiz goude, hor Zalver en em ziskouezaz adarre d’he ziskibien, hag enn dro-ma Thomas a ioa asambles gant ar re-all. Jezuz a lavaraz evel ann dro genta : « — Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! » ha goudeze e komzaz evelhenn ouz Thomas : « — Digas da viz ama ha sell ouz va daouarn ; laka da viz ennho hag er gouli euz va c’hostez, hag, e leac’h diskredi, bez eunn den leun a feiz. » Thomas a respountaz raktal euz a greiz he galoun : « — C'houi eo va Aotrou ha va Doue ! » Neuze Jezuz a lavaraz d’ezhan ! « — Kredet ec’h euz, Thomas, abalamour ma’c’h euz guelet ; euruz ar re no deuz ket guelet hag o deuz kredet evelato ! »

Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel da zeiz ar Pantekost, sant Thomas a ieaz da brezeg ann Aviel e kostez ar Zao-Eol. Kounta a reer e kavaz dre eno ann tri roue a ioa bet och adori ar Mabik Jezuz e Bethleem, hag ho badezaz. Kas a eure ive Thadee, unan euz ann daouzek ha tri-ugent diskib, da gelenn Abgar, roue Edes, var guirioneziou ar feiz. Ar roue-ze, o veza klanv pell a ioa, en doa skrivet d’hor Zalver evit he bedi da vont d’he barea. Mes Jezuz en doa respountet ne c’helle ket mont he-unan. Kerkent avad ha ma vije pignet enn env, e kasche, emezhan, unan euz he ziskibien. Sant Thomas a gasaz eta Thadee evit seveni ar bromesa great gant hor Zalver, hag Abgar a oue pareet ha badezet goudeze asambles gant holl dud he di.

Ann abostol-ma a redaz, kouls lavaret, kement bro a ioa enn Azii betek ann Indez ; lod a lavar zoken ez eaz betek ar Chin. Ober a rea miraklou braz e pep leac’h, ha dre ar miraklou-ze e lakeaz eunn niver dreist kount a baianed da zilezel servich ho doueou faoz evit adori ar guir Doue en deuz krouet ann env hag ann douar ha kement tra a zo. Beleien ann idolou a egare o velet ann dra-ze, hag abarz ar fin ec’h en em glevchont da lamet he vuez diganthan. Lazet e oue gant eunn taol lans var eur menez el leac’h m’oa kustumm da vont da bedi bemdez, hag e gorf a oue enterret e Kalamin. Mes divesatoc’h e oue