Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/862

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

zer da veza habil var ann holl skianchou. Neuze e oue beleget, ha goudeze e oue karget euz eur barrez. Mes ne jomaz ket pell er barrez-ma ; rak hanvet e oue da zuperior enn he gouent : setu ma renkaz distrei di raktal.

Dominik ne zaleaz ket da ziskouez oa din euz ar choaz a ioa great anezhan. E Sekreteri ar gouent ez oa kaliriou aour hag arc’hant, ha kalz traou all evelse. Hogen, roue Navarr, dallet gant ann avarizded, a falvezaz d’ezhan astenn he graban var ann traou-ze. Mes ar superior kalounek a ioa prest da c’houzanv n’euz fors petra, hag a maro zoken, evit difenn ann tenzor sakr a ioa fiziet ennhan. Delc’her a reaz eta penn d'ar roue, heb aoun ebed rak he c’hourdrouzou, ha lavaret a eure grons ne roje biken ar pez a ioa da Zoue hag a ioa red da gaout evit ann offerenn hag ann offisou all euz ann iliz.

Roue Navarr a ieaz enn egar pa glevaz ann dra-ze hag evit dont a benn euz he laeronsi sakrilach, e lakea kas ar Zant er meaz euz ar gouent. Neuze Dominik en em dennaz e rouantelez Kastill, el leac’h ma oue digemeret mad gant ar roue Ferdinand. Ar roue-ma a reaz he henvel da abad e kouent Sant-Sebastian, ha kerkent e oue guelet eur jenchamant vraz ebarz er gouent-se. Devosion ar venac’h a ioa deuet da laoskaat ; mes abarz nemeur e ouent adarre ken aketuz ha biskoaz d’ho holl deveriou.

Kouent Sant-Sebastian a ioa enn eur vro c’houez, enn eur vro ha ne oa den ebed o chom ennhi, kouls lavaret. Mes ar brud euz a zantelez hag euz a viraklou Dominik a reaz da eur maread tud diredet di a bep tu, enn eunn hevelep feson ma n’ez oa hano nemed euz ar gouent-se e kement korn a ioa e Spagn. Evit guir, ann abad santel a baree dioc’h a bep seurt klenvejou : rei a rea ar gueled d’ar re zall, ar c’herzed d’ar re gamm hag eunn nerz nevez d’ar re a ioa seizet ho izili outho.

Goulskoude ar pez en deuz great dreist peb tra gloar ar zant-ma, epad he vuez ha goude he varo, a oue ar zikour a roe d’ar gaptived dre he bedennou. Enn he amzer, ez oa eur maread kristenien e kaptivite enn Afrik etouez ann Turked. Ar gaptived keiz-se a ioa true-