delez edo he zonj: Doue her galve da ober eur fortun all kalz kaeroc’h.
D’ann oad a bempbloaz var’nn ugent, e oue karget da skolia mab roue Aragon, hag ez eaz d’ar Spagn. Lakaat a eure he holl boan da rei eunn deskadurez kristen d’ar prins iaouank. He-unan e veve evel eur manac’h, ha tremen a rea peder heur bemdez o pedi Doue, div heur en deiz ha div heur enn noz. N’edo ket o chom er palez, mes enn eunn ti a gostez, a ioa bet roet d’ezhan gant ar roue.
D’ar mare-ze, eul lodenn euz ar Spagn a ioa c’hoaz etre daouarn ann Turked, hag ar re-ma, pa gavent ho zro, a zaille var douarou ar gristenien hag a gase gantho e kaptivite ann dud a c’hellent da baka, goazed, merc’hed ha bugale. Ann Turked a ioa o chom enn Afrik, enn tu all d’ar mor, a rea ar memes tra pa deuent enn tu-ma.
Per Nolask a ioa rannet he galoun o sonjal e stad ann dud keiz-se, hag he spered a veze dalc’h-mad o klask ann tu d’ho zikour. Eunn nozvez m’edo o pedi, ar Verc’hez he-unan a blijaz ganthi rei d’ezhan da anaout penaoz e tlie en em gemeret evit kement-se. He Mab hag hi emezhi, a garje e vije savet eunn Urs nevez a venac’h, dindan ann hano a Introun-Varia-a-Druez, evit prena ar gaptived kristen a ioa er prizoun pe enn esklavach e bro ann Turked.
Ar Zant a ieaz dioc’htu da gounta ann dra-ma d’ar roue ha da zant Remon Pennafort, he gonfesour. Hogen, he joa a ioa dija braz; mes brasoc’h e oue c’hoaz pa glevaz gant ar roue ha gant sant Remon e devoa ar Verc’hez Vari, enn nozvez-se ive, lavaret ar memes tra da bep hini anezho. Poania a rejont neuze ho zri da gas da benn ar pez a c’houlenne mamm Doue. Per Nolask a oue choazet evit beza ar c’henta superior jeneral euz ann Urs nevez, hag eskop Barseloonn a lakeaz d’ezhan ar viskamant a dlie da zougen. Ar viskamant-se a ioa eur zae venn gant eur skapular guenn var c’horre. Daou zijentil all a oue guisket evelse er memes devez, hag ouspenn ar veuiou ordinal, a reer er c’houenchou, ar Zant hag hi a reaz c’hoaz veu da implija ho holl danvez