Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/856

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

a ziskleriaz dioc’htu e raparje ann drouk a ioa bet great var douar Frans, petra bennag n’oa ket kaoz d’ann drouk-se ; rak great oa bet heb gouzout dare d’ezhan. Mont a reaz he-unan da gaout Dagobert asambles gant sant Alar, ha kerkent e oue sinet ar peoc’h etre ann daou brins.

Roue Frans a bedaz roue Breiz da vont da leina ganthan. Mes Dagobert a rene d’ann ampoent eur vuez a skouer fall, hag abalamour da ze Judikael ne falvezaz ket d’ezhan mont : chom a reaz e ti zant Ouan, a ioa neuze da dosta d’ar roue hag a oue goudeze hanvet da eskop e Rouan. Hogen, roue Breiz n’oa ket eaz he goustians pell a ioa abalamour m’en doa kuiteat ar gouent ; mes muioc’h a geuz en devoue c’hoaz d’ar faot-se goude beza great anaoudegez gant sant Alar ha sant Ouan. Setu perak, pa oue distro d’ar gear, e lezaz he gurunenn hag he rouantelez gant unan euz he vreudeur evit guiska adarre sae ar venac’h e kouent Gael.

Eno e tremenaz ann nemorant euz he vuez o poania da rapari, dre he garantez evit Doue ha dre eur binijenn galet, ann amzer a gave d’ezhan en doa kollet er bed. Erfin, o c’houzout e tostea he heur diveza, e reaz gelver dirazhan ar venac’h all euz ar gouent evit goulenn pardoun digant-ho. Neuze e resevaz he zakramanchou gant eunn devosion vraz, ha prest goude e varvaz e peoc’h enn noz etre ar c’houezek hag ar seitek a viz kerzu euz ar bloaz 658 pe 660. Doue a ziskouezaz he zantelez dre ar miraklou dreist kount a c’hoarvezaz var he vez.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a reaz eur faot o kuitaat ar gouent goude beza bevet ennhi meur a vloaz. Ann dud santela a gouez ato enn eur faot bennag ; mes ho faotou a ra d’ezho beza humploc’h, beilla guelloc’h varnho ho-unan, beza aketusoc’h d’ar bedenn ha kaout muioc’h-mui a gasouni ouz ar pec’hed. Evelse e raparont ar faotou-ze dre eur guir binijenn, hag e teuont da veza santeloc’h c’hoaz goudeze. « Ar re a gar Doue, eme ann abostol sant Paol, a c’hell lakaat peb tra da dalvout d’ezho ; » « — betek zoken ho fec’hejou, » eme zant Aogustin. Pevare e teuimp-ni da goumpren ha da heulia ar gentel-ma ?