ehana. Petra zo kaeroc’h eged ar vuez-se ? Mar d-euz poan o iun, e vezer digollet euz ar boan-ze dre beoc’h ar spered ha dre joa ar goustians. Ann eil a ro nerz d’egile, ha dre ma teuer d’en em voaza, e kaver eaz ar pez a zo tenna evit ann natur. »
Euzeb ne esperne netra evit maga ar feiz hag ann devosion enn he eskopti. Prezeg a rea aliez he-unan, ha dre he gomzou leun a dan, dre he zousder hag he garantez ha dre ar skouer euz he vuez santel ha pinijennuz, e c’houneze dioc'htu kalounou ar bec’herien. Abarz nemeur e oue guelet eur jenchamant vraz e kear Verseill hag ar bobl holl en em lakeaz da zervicha Doue evel ma rea dija ann eskop hag he veleien.
D’ar mare-ze, e oue asamblet eur c'honsil e Milan evit difenn ar feiz katolik a enep ann Arianed. Euzeb n’en doa ket kalz a c’hoant da vont di ; rak doueti a rea e vije ann Arianed ar re grenva, abalamour m’edo ann impalaer Konstans enn tu gantho, hag ann impalaer a ioa e Milan d’ann ampoent. Mont a reaz goulskoude evit senti oc’h ar pab. Hogen, ann impalaer a glaskaz lakaat ar c’honsil da goundaoni sant Athanaz ; mes Euzeb a respountaz gant meur a eskop all ne zinje biken eunn hevelep setans, ha var gement-se e oue koundaonet he-unan d'ann harlu, ha kaset da gear Sithopolis er Palestin.
Ebarz er gear-ze, e lojaz da genta e ti eur c'hount hag a ioa he hano Joseph ; mes ann Arianed henn tennaz ac'hano evit he lakaat enn eunn toull kambr el leac’h ma rejont d’ezhan a bep seurt iudazerez. Goude beza he hanter-zivisket enn noaz, e pilent anezhan d’ann douar, ha neuze her stlejent hed ann deleziou he benn enn traon. Epad pevar devez dioc'htu e oue lezet gantho heb tamm na banne, ha ne c’houfe den koumpren ar boan en devoue gant ann naoun ha gant ar zec’hed.
Abarz ar fin e oue roet kounje d’ezhan da zistrei d’he di ; mes, a benn eur miz goude, ann Arianed a ieaz adarre d’he gerc’hat evit he deuler enn eur prizoun tenval. Hogen, kaer o devoa beza kriz ha didruez enn he genver, Euzeb ne laoske ket eur glemmadenn. Daou zen a iliz euz a Verseill a deuaz d’he velet epad ann