Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/850

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

nemed paianed. » « — Tud keiz, eme Nina, ma c’houfent pebez tenzor o deuz enn ho bro ! »

Divar neuze ar plac'hik iaouank ne zonje mui nemed enn Iberii. Doue he-unan eo a lakea ar zonj-se enn he spered ; rak galvet oa ganthan da vont di da brezeg ar feiz, hag ar Verc’hez Vari a roaz da anaout d’ezhi ar volontez en doa Doue enn he c’henver.

Goude beza resevet bennoz ann eskop, he eontr, Nina en em lakeaz enn hent e koumpagnunez eur brinsez a c’hoad huel, hanvet Ripsime. Ar brinsez-ma a ioa deuet da Jerusalem da zeski ar guirioneziou euz ar relijion gristen. Eno oa bet badezet asambles gant hanter-kant dimezell all a ioa enn he zervich, ha brema e tistroent holl d’ar gear euruz ha laouen. Mes d’ann ampoent oa dirollet eur bersekusion skrijuz a enep ar gristenien, dre urs ann impalaer Dioklesian, hag ar brinsez Ripsime hag ann darn vuia euz he dimezelled a henor a oue lakeat d’ar maro enn Armenii abalamour ne felle ket d’ezho nac’h ho feiz.

Goulskoude Nina a c’hellaz kuzat enn eur vodenn spern guenn, hag ac’hano e klevaz eur vouez euz ann env hag a lavare d’ezhi : « — Kerz etrezek ann Hanter-Noz : ann eost a zo dija dare, mes n’ez euz den d’he zastum. » Ar gristenez kalounek a zent, ha setu hi adarre enn hent, he-unan kaer, hag eur groaz koat ganthi enn he dorn.

Ne c'houfe den koumpren pegement a boan e devoue epad eur veach ken hirr. Ne veve nemed divar ann aluzenn, hag aliez e renke loja e kambr ar stered, gant eur mean hebken dindan he fenn hag e riskl da veza debret gant al loaned gouez. Mes Doue he diouallaz dioc’h peb drouk, hag erruout a reaz erfin e kear-benn ann Iberii d’ar mare m’edo ar roue hag ar bobl o vont da ginnig eur sakrifis d’ar fals doue Armas.

O velet dallentez ann dud keiz-se, Nina a bed euz a greiz he c’haloun. Ann env a ioa diroufenn, ann amzer sioul, hag ann heol a bare skeduz. Goulskoude ar gurun a gouez enn eunn taol kount, ha setu ann aoter d’ann douar hag ann idol bruzunet. Ar roue, ar bobl, ar veleien