Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/842

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


SONJIT ERVAD

Ann teodou fall n’o deuz ket espernet ar Zent ken nebeut na espernont ann dud all. Mes ar Zent n’int ket deuet d’en em jala gant ann dra-ze, lezet o deuz ho c’haoz etre daouarn ann Aotrou Doue. ha Doue he-unan en deuz roet da anaout ne oa nemed gevier er pez a damallet d’ezho. Grit evel ar Zent. Ma leverer traou ac’hanhoc’h ha n’int ket guir, gouzanvit gant pasianted ar pez n’hoch euz ket meritet ; en em abandounit gant fizians etre daouarn ann Aotrou Doue, ha Doue a gavo ann tu da lakaat restaol d'ehoc’h ho prud vad guelloc’h eget na c’houfac'h hen ober hoc’h-unan.





ann daouzekved devez a viz kerzu


SANT KORANTIN, ESKOP, KENTA PATROUN ANN ESKOPTI
————


Korantin a ioa ganet e Breiz-Izel a dud a lignez huel hag a zoujans Doue. Ar re-ma hen lakeaz abred var ar studi, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz da veza habil e berr amzer. Mes skiant ar Zent eo a felle d’ezhan da zeski dreist peb tra, ha setu perak e kuiteaz ar bed enn he iaouankiz evit mont da ober he ermitach enn eur c’hoat a ioa e kichen Mene-C'hom, el leac’h m’ema brema parrez Ploudiern.

Eno e veve kentoc’h egiz eunn eal eget egiz eunn den ; rak tremen a rea he holl amzer o pedi, o vedita hag o lenn ar Skritur Sakr. Doue her magaz enn eur feson mirakuluz. Dour eur feunteun hag a veler c’hoaz hirio a zerviche d’ezhan da derri he zec’hed. Hogen, Doue a lakeaz eur pesk er feunteun-ze, ha Korantin a drouc’he bemdez eunn tamm euz ar pesk-ma evit he bred. Ar pesk ne varve ket evit ann dra-ze ; mes dont a rea adarre dioc’htu enn he bez.

Korantin en doa evit amezek eunn ermit all hag a ioa Primel he hano ; mes hema a ioa dija koz ha kabac’h. Korantin o veza eat d’he velet eunn devez, ann daou zant a jomaz var zao epad ann noz varlerc’h da veuli Doue asambles. Dioc’h ar mintin, Primel a ieaz da gerc’hat dour da lavaret he offerenn ; mes ar feunteun a ioa