Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/840

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ti ar Verc’hez digaset gant ann elez euz a Nazareth d’ann Dalmasii hag euz ann Dalmasii d'ann Itali, ha chomet enn he za abaoue petra bennag ma’z euz tachadou, er plas m’ema, el leach n’e ket harp ar mogeriou oc’h ann douar. Daoust ha n’e ket ann dra-ze eur mirakl braz? Doue en deuz evel-se miret ti ar Verc’hez abalamour d'ar burzudou braz a zo bet c’hoarvezet ennhan.





ann unnekved devez a viz kerzu


SANT DAMAZ, PAB
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Spagn, hag a deuaz da Rom asambles gant he dad hag he c’hoar Irena. Ne oa c’hoaz nemed eur c’hrouadur d’ann ampoent. He dad, o veza intanv, a resevaz ann Ursiou sakr, hag hen en em c’hreaz ive den a iliz pa oue echu he studi ganthan. O veza m’en doa eur spered lemm hag eunn deskadurez gaer, e oue remerket heb dale gant ann holl ; mes he vertuz hag he zevosion a ioa c’hoaz treac’h d’he zeskadurez.

Ar pab Liber o veza bet kaset kuit euz a Rom dre urs ann impalaer Konstans, Damaz a douaz e vije ato fidel d’ar pab-se. Mont a reaz zoken da ober koumpagnunez d’ezhan betek kear Beree, enn Thras, ha pa zistroaz ac’hano, en devoue kalz da c’houzanv euz a berz ann Arianed. Ar pab Liber, o veza distroet ive, her c’hemeraz da vikel evit kaout sikour diganthan da c’houarn ann iliz.

Goude maro ar pab Liber, Damaz a oue choazet evit delc'her he blas. Hogen, eunn avieler, he hano Ursin, a ieaz drouk ennhan abalamour d’ann dra-ze, hag a droaz lod euz ar bobl a enep ar pab nevez. « — N’e ket Damaz, emezhan, mes hen eo a dlije beza bet hanvet. » Setu ma savaz freuz e Rom, ha ma oue lazet eur maread tud. Mes ann impalaer Valantinian a lakeaz kas Ursin kuit, ha sant Damaz a oue lezet eur pennad e peoc’h.

Goulskoude ar peoc’h ne badaz ket pell. Ursin, o veza