Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/82

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

brezeg heb ehana, e kear Thonon hag er c’heriadennou divardro, ha Doue ne zaleaz ket da rekoumpansi he boan hag he volontez vad.

Dre he zousder hag he basianted, e teuaz a nebeut a nebeut da c’hounit ar c’halounou ar muia kaledet, hag a benn tri pe bevar bloaz, en devoue ar joa da velet ar Chable a bez o tistrei d’ar relijion gatholik. Kounta a reer e lakeaz var dro daouzek mil heretik ha tri-ugent da zilezel ho fals kredennou, hag ann dra-ma a roaz tro d’ar c’hardinal du Perron da lavaret : « — Evit diskouez d’ar brotestanted n’ema ket ar virionez gantho, me a zo ker goest hag eunn all; mes evit ho gounit d’ar guir feiz, eo red ho c’has da Fransez a Zal. »

Ar Zant a oue hanvet neuze da eskop e Jenev, ha kenta ma c’hellaz, ez eaz da ober eunn dro dre he eskopti. Hogen, parreziou a ioa ha n’oa ket eaz tostaat outho ; rak guintet oant var meneziou huel e kreiz ar c’herrek. Mes ar garantez a roe treid, pe, evit lavaret guell, diouaskell da Fransez ; rak gouzout a rea ez oa eno ouz he c’hortoz eneou hag a ioa koustet da Jezuz-Krist betek ar berad diveza euz he c’hoad.

N’en doa ken ioul nemed da lakaat Doue da ren enn holl galounou, ha da zigas d’ar gear ann holl denved dianket. Digemeret a rea ar bec’herien gant kement a vadelez ma veze rebechet d’ezhan avechou oa re chentil enn ho c’henver. Mes ar Zant a respounte : « — Ma vije bet eunn dra bennag all guelloc’h eged ann dousder, Doue ne vije ket bet manket d’hen deski deomp. Mes ne lavar d’eomp nemed daou zra : beza dous hag humbl a galoun. » Ker mad oa ive d’ar paour ma lavare eunn deiz unan euz he servicherien : « — Hor mestr-ni a zo eur zant; mes hor c’has a rai holl d’ann hospital, hag he-unan ez ai da genta ma ne daol evez. »

E kreiz he labouriou abostolik, Fransez a gavaz c’hoaz amzer da skriva levriou kaer evit kelennadurez ann dud fidel. Sevel a eure ive eunn Urs nevez a leanezed dindan ann hano a Leanezed ar Vizitasion.

Erfin, o veza bet tro da zont e Frans, e klanvaz e Lion