Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/819

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

eur feson skrijuz. A vechou e chome daou pe dri devez dioc’htu heb dibri tamm. Erfin, en em skourjeza a rea he-unan gant fouetou houarn ken a zivere ar goad diouthan ; ann amzer a roe d’ar c’housked a ioa henvel oc’h netra, ha n’en doa ken guele nemed ann douar.

Dre ar pinijennou-ze e veritaz digant Doue grasou dioc’h ann dibab. Evelse, a greiz ma veze o vedita, e save a vechou enn ear, ha goude ma oue beleget, ann dra-ma a c’hoarvezaz ganthan ive, dirak eur maread testou hag ouspenn eur vech, epad m’edo o lavaret he offerenn.

Etre daou, e oue choazet evit mont d’ann Indez da brezeg ar feiz, hag ar pab a roaz d’ezhan ar c’halloud a gannad abostolik. Fransez Zavier a guiteaz ann Europ kenta ma c’hellaz, ha kerkent ha ma oue pignet el lestr a dlie he gas pell-pell e kostez ar Zao-Heol, ec’h en em lakeaz da ober he vicher a visioner. Bemdez e rea katekiz d’ar vartoloded, ha da zul e sarmoune d’ezho var ar pount. C'hoant en doa dreist peb tra d’ho divoaza dioc'h al leou-douet, ar blasphemmou hag ar c’homzou vil, ha gant sikour gras Doue ne gollaz ket he boan. Dre he aliou hag he genteliou mad, dre ar garantez en doa evit ar re glanv, ha dreist holl dre ar skouer euz he vuez santel, e reaz evel eur gouent euz al lestr-se el leac’h ma’z oa eur mil den bennag da nebeuta.

Pa erruaz enn Indez, e oue rannet he galoun o velet e pe stad edo ar vro-ze. Ar gristenien a ioa eat di euz ann Europ enn esper ober ho fortun n’o doa mui nemed ann hano a gristen, hag ar baianed a ioa henveloc’h ouz loaned eged ouz tud. Mes Zavier ne jom ket da varc’hata; prezeg a ra, da genta, d’ar gristenien, ha goude beza kelennet ar re-ma hag ho lakeat adarre var ann hent mad, ez a da redet ar vro euz ann eil tu hag euz ann eil penn d'egile, ato var he droad hag aliez diarc'henn, evit prezeg ive d’ar baianed. Hogen, n’e ket a ganchou hag a villerou, mes a gant millerou, eo e kounter ar re a c’hounezaz evelse da feiz Jezuz-Krist, hag enn ho zouez ez oa meur a brins a renk huel ha meur a roue zoken.