a-ziabell ar groaz a ioa savet evithan, enn eur lavaret a vouez huel: « — O kroaz dudiuz, o c’houi a zo deuet da veza eunn dra ker kaer abaoue m’eo bet staget ouzoc’h korf va Zalver ; o kroaz a ioa va zonj ennhoc’h keit all a zo, kroaz am euz kement karet ha klasket heb ehana ; setu c’houi eta prest d'am digemeret ! Hastit affo lamet ac’hanon euz a douez ann dud, ma’z inn da gaout va Mestr d’ar baradoz ! Hastit affo astenn d’inn ho tivreac’h, ma’z inn divar ann divreac’h-se etre divreac’h ann hini en deuz va frenet dreizhoc’h-hu ! »
Andre a ioa bet dija skourjezet betek ar goad, hag abalamour da ze ar gouarner a lavaraz he staga ouz ar groaz var bouez kerdinn : aoun en doa na varvche re vuhan ma vije staget gant tachou. Ann abostol kalounek a jomaz eta daou zevez c’hoaz beo, hag epad ann amzer-ze e prezege heb ehana divar he groaz evel divar eur gador zakr. Abarz ar fin goulskoulde, e laoskaz he huanad diveza, hag he ene, dispartiet diouz he gorf, a oue douget d’ann env enn eur c’harr tan. He relegou a oue kaset divezatoc’h da gear Amalfi, e rouantelez Napl, hag he groaz a virer enn Abati sant Viktor, e Marseill.
Ar groaz a zo dous ha dudiuz evit guir ziskibien Jezuz-Krist. Ne dleer ket eta beza souezet mar o deuz ar Zent karet kement ar groaz. Tud ar bed ne goumprenont ket ann dra-ze abalamour n’o deuz biskoaz tanveat ar joa a skuill hor Zalver e kaloun ar re a heul anezhan betek menez Kalvar. Mes grit ann ese, hag e velot pegen euruz eo ann hini a gerz varlerc’h Jezuz dre hent ar groaz. Goude beza bet eunn tanva hebken euz ann dousder hag al laouenedigez dudiuz-ze, n’o pezo ken c’hoant nemed da dostaat bepred muioc’h mui ouz ho Salver enn he Basion.