Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/801

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ker brao ha ker sklear pegen diskiant oa oc’h adori idolou mud hag o lakaat ar re all da ober eveldhan ma’z oa nec’het an impalaer o klask gouzout petra da respount d’ezhi. Abarz ar fin evelato e lavaraz : « — List ac’hanon da achui ar sakrifis ; goudeze me zelaouo ac’hanhoc’h. »

Pa oue echu ar sakrifis, e c’houlennaz ouz ar Zantez piou oa, hag e pe leac’h e devoa desket kement all a draou. « — Katell eo va hano, eme ar gristenez iaouank, ha studiet em euz ar rhetorik, ar philozophi, ar jeometrii hag ar skianchou all. Mes great em euz fae var ann traou-ze holl evit beza pried da Jezuz-Krist, d’ann hini en deuz lavaret dre c’hinou he brophet : Me gargo a vez ar re a zo fur ha gouiziek hervez ar bed. »

O klevet ar c’homzou-ma, Maksimin a zonjaz gelver da Aleksandrii ar brasa doktored euz he rouantelez, da velet hag hi a c’hellje diskuez e fazie Katell ; rak evithan n’en em gave ket goest d’hen ober. Da c’hortoz, ar Zantez a oue kaset d’ar prizoun.

Dont a reaz hanter-kant doktor, ar re vrudeta euz ar vro evel tud a spered lemm ha tud helavar, ha pa ouent asamblet e palez ann impalaer, ez ejot da gerc’hat Katell. Mes eunn eal a ioa diskennet e prizoun ar Zantez, hag en devoa lavaret d’ezhi : « — N’o pezet aoun ebed ; rak, heb kounta ho teskadurez hoc’h-unan, furnez Doue a vezo ganehoc’h evit ho sikour. »

Pa erruaz eta Katell dirak ann doktored paian, n’e devoue ket a boan o veza treac’h d’ezho, hag holl e renkchont anzao edo ar virionez ganthi. Maksimin ho c’houndaonaz da veza devet ez-veo, ha mervel a rejont gant joa evit Jezuz-Krist goude beza klevet Katell o lavaret d’ezho : « — Ann tan a zervicho d’ehoc’h da vadiziant, hag a zigoro d’ehoc’h dor ar baradoz. »

Neuze ar Zantez a oue kaset adarre d’ar prizoun, ha lezet eno unnek pe zaouzek devez heb tamm na banne ; mes eur goulm a deuaz da zigas boued d’ezhi a berz Doue, hag epad ann amzer-ze e c’hounezaz d’ar feiz ann impalaerez he-unan, ar jeneral Porphirion ha daou c’hant euz he zoudarded.

Goudeze ann impalaer a ordrenaz dispenn korf Katell