Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/799

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

gant he zuperior da viret ar reolenn goz, ha divar neuze e tiskleriaz brezel d’ezhan he-unan evel d’he enebour touet. Kastiza a rea he gorf dre ar c’holl kousked, ar iun, hag ar fouetou houarn ; ha ker kounnaret oa outhan ma oue red erfin ober d’ezhan mont goustatoc’h.

Ne ehane da bedi ha da vedita, hag a greiz pedi ha medita e veze aliez hag epad pell amzer douget a spered betek ann env. He galoun a ioa ken tomm gant ar garantez en doa evit Doue ma remerket avechou ar flamm euz ar garantez-se o para var he dal.

D’ann ampoent, santez Thereza e devoa dija lakeat ar c’houenchou merc’hed euz a Urs Karmes da heul ar reolenn genta euz ho Urs ; mes c’hoant e doa ive da ober ar memes tra evit ar c’houenchou goazed, ha Iann ar Groaz eo a oue choazet gant Doue evit he zikour.

Staga a eure raktal d’al labour-ze ; mes mil boan en devoue oc’h e gas da benn. Nag a ziezamanchou, nag a gontrolieziou a gavaz var he hent ! Goulskoude, o veza n’en doa aoun rak netra, e oue treac’h d’ann holl diezamanchou ha d’ann holl gontrolieziou, hag ar c’houenchou goazed euz he Urs a gemeraz ive ar reolenn goz evel ar c’houenchou merc’hed.

Eunn devez, hor Zalver Jezuz-Krist a c’houlennaz outhan pe seurt rekoumpans a rekete evit ar pez endoa great. « — Rekoumpans ebed, eme ar Zant, nemed kaout poan ha beza disprijet evidhoc’h-hu. » Doue a roaz d’ezhan ar pez en doa reketet. Var fin he vuez e oue tamallet e gaou, torret euz he garg a zuperior, ha goall-gaset e peb feson. Evelato ann dra-ze ne badaz ket pell, hag ar re a ioa troet enn he enep a anavezaz ho faot. Mes ar Zant n’oa bet biskoaz eurusoc’h eget na oue neuze.

Prest goude e kouezaz klanv. He c’har a deuaz da goenvi ha da veza goloet a c’houliou, hag ann derzienn ne zistage ket diouthan. Epad ann amzer-ze, Iann ar Groaz ne ehane da boket d’he grusifi ha da starda anezhi var boull he galoun. Mervel a eure d’ann deiz ha d’ann heur m’en doa lavaret, enn eur zelc’her ato imach he Zalver etre he zaouarn, hag ann deiz-se a oue ar pevar-