Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/785

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Goulskoude ann iliz-se, savet e Rom gant ann impalaer Konstantin enn henor d’ann abostol sant Per, a ieaz da fall gant ann amzer ; setu ma oue red sevel adarre eunn iliz all enn he flas. Hogen, var dro c’houec’h-ugent vloaz e ouet o sevel ann iliz all-ma, ha meur a bap a lakeaz labourat varnhi ; mes ive houma eo brasa iliz a zo er bed katolik. Bez e deuz c’huec’h kant dek ha pevar-ugent troatad a hirrder, var dro pevar c’hant tregont troatad a ledander, ha tost da bevar c’hant ugent troatad a huelder betek ar groaz a zo var c'horre ann tour.

Dindan ann aoter vraz ema ar pez a hanver Konfesion sant Per, da lavaret eo, al leac’h ma’c’h anzavaz he feiz enn eur c’houzanv ar maro evit Jezuz-Krist ; rak e latin e vez lavaret : kovez he feiz, e leac’h lavaret : anzao he feiz. Eno ema ive he relegou ha re ann abostol sant Paol, hag he batrom a zo enn tu deou paz eer enn iliz. Er patrom-ze, sant Per a zo azezet var he gador ha savet he zorn ganthan da vennigen ann dud fidel. Ar bardôunerien a gustum peurvuia poket d’he droad, ha biz meud ann troad-ma a zo uzet gant ho muzellou.

Tro var dro d’ann deleziou a zo da ziskenn er Gonfesion, ez euz kant hanter-kant lamp var elum, hag oc’h ann aoter a zo var c’horre n’euz nemed ar pab, pe ar re o deuz bet kounje digant ar pab, hag a c’hellfe offerenna.

Ar pab Urban VIII a reaz ann dedi euz a iliz nevez sant Per, d’ann trivac’h a viz du euz ar bloaz 1626, evel m’en doa great sant Silvestr ann dedi euz ann iliz goz, hag hirio e selebromp ar memor eus ann diou zedi solanel-se.

Ann impalaer Konstantin en doa lakeat c’hoaz sevel eunn iliz all var hent Ostii, e kichen Rom, el leac’h m’oa bet dibennet ann abostol sant Paol hag enterret he gorf. Ann iliz-se a oue konsakret ive gant ar pab sant Silvestr ; mes abaoue ez euz bet renket he zevel a nevez meur a vech. Ar vech diveza a oue er bloaz 1823. Neuze e krogaz ann tan goall ennhi, hag e oue devet-holl. Mes gant sikour aluzennou ann holl gristenien, e oue savet adarre kaeroc’h eget biskoaz, ha d’ann dek a viz kerzu 1854, ar pab Pi Nao a reaz ann dedi solanel euz ann iliz