Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/781

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

lamour da ze ec’h en em denne aliez enn eur gouent en doa lakeat sevel el leac’h m'oa ganet. Eno e varvaz leun a veritou er bloaz 530 ; mes he gorf a oue kaset da Roazon da enterri, ha prest goude e oue savet eunn iliz gaer var he vez.


SONJIT ERVAD

Ann eskop a zo hano anezhan e buez ar zant-ma, hag a lezaz he vara benniget da goueza enn he vruched, n’en doa ket great ann dra-ze dre fae var ar bara benniget, mes gant aoun rak terri he iun. Penaoz eta oa bet manket e kement-se ? 0 lakaat lezenn ar iun araok lezenn ar garantez. Ann tamm bara benniget en doa kinniget d’ezhan sant Melani a ioa eur merk euz ar garantez en devoa ar zant-ma evithan. Setu perak e tleje beza debret dioc’htu ann tamm bara-ze, petra bennag ma’z oa iun, evit ober plijadur da Zant Melani ; rak ar garantez eo rouanez ann holl vertuziou, ha lezenn ar garantez a dle beza miret ato dreist an holl lezennou all.




ar seitekved devez a viz du


SANT GREGOR, TAUMATURJ, ESKOP


————


Gregor, leshanvet Taumaturj Den ar miraklou abalamour d’ann niver braz a viraklou kaer en deus great, enn he vuez, a ioa ganet e kear Neosezaree e rouantelez ar Pount guech all. He dad hag he vamm a ioa paianed ; mes koll a reaz he dad d’ann oad a bevarzek vloaz a greiz m’edo oc’h ober he studi, ha divar neuze e teuaz da ziskredi oa eur follentez adori doueou great gant mean pe gant koat, gant aour pe gant arc’hant.

Etre daou ez eaz d’ar Palestin asambles gant eur c’hoar d’ezhan a ioa he goaz eno. Er vro-ze e reaz anaoudegez gant Orijeen, unan euz ann Tadou habila euz ann Iliz, hag ann doktor-ma her gounezaz heb dale da feiz Jezuz-Krist.

Eur vech badezet, Gregor a zistroaz d’ar gear, ha goude beza guerzet he holl vadou ha roet ann arc’hant d’ar beorien, ec'h en em dennaz enn eunn tu bennag a