Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/769

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

eston eo klevet hano euz ar burzudou a reaz epad ma oue eskop. Bordou he zae, al liziri a skrive, ar c’holo ma veze bet gourvezet varnho, ann distera tra a veze bet touch outhan a ioa aoualc’h evit parea ar re glanv, pellaat ann drouk-sperejou ha diarbenn ann tan pe ann dour. Dre ar burzudou-ze e teuaz a benn da ziskar betek ann diveza ann idolou a ioa c’hoaz er vro enn he amzer, ha da lakaat ar baianed a ioa chomet aheurtet bete neuze da gredi holl e Jezuz-Krist.

Erfin, d’ann oad a eur bloaz ha pevar-ugent, sant Martin a gouezaz klanv hag a ziskleriaz d’he ziskibien n’en doa mui pell da veva. Kerkent he ziskibien a zirollaz da vouela, enn eur lavaret: « — Tad ker, perak e kuitait-hu ac’hanomp hag etre daouarn piou hon lezit-hu? Ar bleiz a zaillo var ho tenved pa ne viot mui enn ho zouez. »

O klevet ar c’homzou-ze, Martin a reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — Va Doue, emezhan, mar en deuz ho pobl ezomm ac’hanon c’hoaz, me zo prest da labourat, n’em euz ket aoun rak al labour : ra vezo great eta ho polontez ! »

Epad he glenved e chome ato gourvezet var he gein, he zaoulagad savet etrezek ann env. He ziskibien a lavaraz d’ezhan trei eunn tammik var he gostez da ziskuiza.

Mes ar Zant a respountaz : « — List ac’hanon da zellet ouz ann env kentoc’h eget ouz ann douar, evit ma c’hello va ene nijal var ehun d’ar baradoz. » Goudeze e remerkaz ann diaoul enn he gichen, hag e lavaraz d’ezhan : « — Petra rez-te aze, loan fall? Spered milliget ma’z oud, ne gavi netra ennon-me haga ve d’id. » Var gement-se e tremenaz e peoc’h d’ann unnek a viz du euz ar bloaz 400. He ene a oue digemeret gant eur vandenn elez, hag eur maread tud a glevaz ar re-ma o kana meuleudiou ann Aotrou Doue.


SONJIT ERVAD

Sant Martin a ioa prest da labourat c’hoaz ha prest ive da vervel dioc’h ma pliche se gant Doue. Klaskit e peb tra bolontez Doue evel-dhan, hag eveldhan e viot ive eur zant braz. Ar c’hlenved pe ar iec'hed,