Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/765

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


ann dekved devez a viz du


SANT ANDRE AVELLIN
————


Andre Avellin, hanvet da genta Lanselot, a ioa ganet enn eur bourg euz a rouantelez Napl, hag a roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont. Pa oue deuet enn oad, e kuiteaz ti he dad evit mont d’ar skolach ; mes, enn eur ober he studi, ne gollaz morse ar guel a Zoue, ha chom a eure bepred pur ha chast kaer en devoue ann drouk-spered he denti. O veza m’en devoa eur gened dispar, merc’hed divezet a glaskaz meur a vech he zougen d’ar pec’hed ; mes Avellin a ioa devot d’ar Verc’hez ; bemdez e lavare ar chapeled enn he henor, ha gant sikour ar vamm benniget-ma e oue ato treac’h d’ann enebour.

Goude beza achuet he studi, e resevaz ann Ursiou sakr, ha neuze, o veza ma’z oa dija doktor hag habil var al lezennou, ec’h en em lakeaz da zifenn kaoz ar re a veze galvet dirak lez-varn ann eskopti e kear Napl. Mes, epad m’edo evelse oc’h ober ar vicher a alvokad, e tigouezaz ganthan eunn deiz lavaret eur gaou dister. Hogen,heb dale ec’h en em gavaz da lenn ar c’homzou-ma euz a levr ar furnez : « Ar ginou a laosk gevier da redet a laz ann ene. » Kerkent en devoue kement a geuz d’he faot ma ne falvezaz d’ezhan mui ober eunn hevelep micber.

Eskop Napl a gavaz eur plas all evithan dioc’htu, hag hen lakeaz da zuperior var eur gouent leanezed. Ebarz er garg-se e reaz kement a vad ma’z eaz ann dud fall enn egar outhan. Klask a rejont zoken he laza, hag eunn devez m’edo o tont euz ann iliz, e resevaz tri daol kleze enn he benn. Mes ne varvaz ket gant ann dra-ze, ha Doue a bareaz he c'houliou enn eunn hevelep feson ma ne jomaz kleizenn ebed var ho lerc’h.