Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/763

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


ann naved devez a viz du


DEDI ILIZ HOR ZALVER E ROM


————


Er penn kenta euz ann Iliz, ann dud fidel en em zastume, evit santifia ar zuliou hag ar goueliou, enn eur gambr pe eur zal vraz e ti unan bennag anezho. Eno eo e veze lavaret ann offerenn, kanet ann offisou all, great eur brezegenn d’ar gristenien, ha maget ho eneou dre ar gommunion. Eno ive e veze badezet ar baianed a felle d’ezho trei kein d’ann doueou faoz evit heul feiz Jezuz-Krist.

Goulskoude ne zalejer ket da zevel tiez a gostez evit selebri misteriou ha seremoniou sakr ar relijion, hag ann tiez-se a veze hanvet oratoriou, da lavaret eo, tiez a bedenn, pe ilizou, da lavaret eo, plasou el leac’h ma’c’h en em asamble ann dud fidel evit meuli Doue, klevet ann offerenn, selaou ar zarmouniou ha reseo ar zakramanchou ; rak ar ger iliz a zinifi asamble.

Mes d’ar mare-ze, e veze douget aliez lezennou a varo a enep ar gristenien, ha neuze ar re-ma a renke selebri ho offisou hag ober ho devosionou er mengleuziou dindan ann douar, er granchou pe er c'hreier. Etre daou, ho oratoriou pe ho ilizou a veze kemeret gant ar baianed, pe bilet d'ann traon, pe lakeat ann tan ennho.

Setu perak, epad ann tri c’hant vloaz kenta goude donedigez hor Zalver, ne veze ket great ann dedi euz ann ilizou gant kement a zolanite ha ma reer abaoue ; rak ne vezet morse sur d’ho miret pell, ha pa zonjet nebeuta, e vezent laeret, diskaret pe zevet gant ar re a zisklerie brezel d’ar relijion.

Mes ar vrezel-ze a echuaz erfin pa bignaz ann impalaer Konstantin var ann tron. Ann impalaer-ma, o veza en em c’hreat kristen he-unan, a roaz konje d’ann dud fidel da zevel ilizou e kement korn a ioa enn he rouantelez, heb na vije gellet mui lamet ann ilizou-ze digantho.