Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/759

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

hag he c’hragez all a ioa bet lazet ganthan kerkent ha m’en doa gouezet edont o tougen ; rak ne felle ket d’ezhan kaout bugale : n’e ket bolontez Doue eo a glaske er stad a briedelez, mes he blijadur he-unan hebken.

Guerok a garie re he verc’h evit he rei da eur bleiz evel hennez. Goulskoude, gant aoun rak tenna droulans Komor, ne lavaraz ket dezhan krak ha berr n’en devije ket Trifina ; mes respount a eure n’edo ket c’hoaz houma e poan da zimezi. Neuze Komor a lakeaz pedi sant Jildas da gomz evithan.

Sant Jildas n’en devoa ken nebeut tamm fizians ebed er c’hount-se, ha pa glevaz euz a betra ez oa menek, e lavaraz dioc’htu n’en em gargche biken euz eunn hevelep kefridi. « — Ann dra-ze, emezhan, a ve eur pec’hed braz dirak Doue. »

Mes Komor ne fallgalounaz ket evit kement-se. Gelver a eure sant Jildas da vont d’he gaout, ha pa oue erruet, e reaz d’ezhan kement a bromesaou kaer, e tiskouezaz kement a geuz d’he bec’hejou tremenet ha kement a c’hoant da jench buez, hag e touaz var he le gant kement a nerz ne raje drouk ebed da Drifina, ma teuaz ar Zant d’he gredi ha da alia goudeze ar c'hount Guerok da asanti d’ar pez a c’houlennet diganthan. Ar c’hount Guerok a asantaz raktal, hag a roaz he verc’h da Gomor.

Ar brinsez iaouank a oue, da genta, euruz aoualc’h gant he fried. Mes, pa remerkaz hema oa dougerez, e kemeraz kaz outhi evel m’en doa bet kemeret ouz he c’hragez all. O velet ann dra-ze, Trifina a dec’haz kuit eur mintinvez asambles gant eunn nebeut servicherien. Mes Komor a redaz var he lerc’h, hag o veza he faket e kichenik Guened, e tibennaz anezhi gant eunn taol kleze.

Servicherien ar brinsez a ieaz dioc’htu da gas ar c’helou-ma d’he zad, hag ar c’hount Guerok d’he dro a lakeaz kemenn da zant Jildas ar pez a ioa c’hoarvezet. Sant Jildas ne zaleaz ket da zont da Vened, hag a roaz adarre ar vuez da Drifina.

Ar brinsez a jomaz e ti he zad ken na c’hanaz eur mab hag a oue badezet gant sant Jildas, ha leshanvet Tre-