Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/757

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

abarz nemeur da veza unan euz ann dud habila euz he amzer. Neuze e oue beleget gant sant Jermen a Aoserr, a ioa eat da ober eur bale da Vro-Zaoz evit ann eil guech, ha goudeze e savaz eur gouent nevez var bord ar mor, tost da hini Lan-Karvan.

Er gouent nevez-se, Ildut a zigoraz eur skol vraz evit ar vugale hag ann dud iaouank a garche mont da zelaou he genteliou. Hogen, er skol-ma e veze desket kement tra a zesker hirio er skolachou. Ar Zant a gelenne he ziskibien var ar relijion da genta ; mes er memes amzer ho c’helenne ive var ann holl skianchou all, var ar grammer, ann arithmetik, ar jeometrii, ar rhetorik hag ar philosophi.

Mar d-eo guir ec’h anavezer eur vezenn dioc’h ar frouez a zoug, Ildut a dlie beza eur mestr heb he bar ; rak eur maread euz ar vugale hag euz ann dud iaouank a oue skoliet ganthan a deuaz divezatoc’h da veza gloar ar Vretouned hag eur sklerijenn evit ann Iliz dre ho deskadurez hag ho zantelez. Euz ann niver-ze e oue sant Paol a Leon, sant David, sant Samson, sant Magloar ha sant Jildas.

Doue a ziskouezaz dre eur mirakl kaer pegement e plije d’ezhan labour he zervicher. Ann ti el leac’h ma rea Ildut he skol a ioa var bordik ann aod, hag ar mor a deue enn-han pa veze reverdi braz. O velet ann dra-ze, ar Zant a gasaz eunn devez he skolaerien d’ann iliz. Eno e rejont eur bedenn holl asambles, ha goudeze ez ejont enn eur vandenn etrezek ann aod, a ioa goloet-holl gant ar mor. Ildut a gerze er penn araok, eur vaz ganthan enn he zorn. Hogen, dre ma tostea, ar mor a dec’he dirazhan egiz p’en devije bet aoun rak ar vaz. Pa oue eat pell aoualc’h, ar Zant a zifennaz outhan, euz a berz ann Aotrou Doue, en em astenn mui hiviziken larkoc’h eget na oa astennet d’ann ampoent. Ar mor a zentaz, hag a-c'houdevez e lezaz ato eunn tachad brao euz ann aod dizolo etre ann ti-skol hag hen.

Abarz ar fin Ildut a lakeaz eunn all da ober skol enn he leac'h, hag a guiteaz he gouent evit mont da veva he-unan gant Doue enn eur plas distro bennag. Hed ar