Ar respount-ma a lakeaz Riktiovar da vont enn egar, ha setu hen hag ordren skourjeza Kintin betek ar goad. Epad ann amzer-ze ar Zant a drugarekea ann Aotrou Doue, hag abarz ar fin e teuaz eur vouez euz ann env hag a lavare : « — Dalc’h mad ato, Kintin, me a zo enn da gichen. » Kerkent e kouezaz ar vourrevien a stok ho c'horf d’ann douar enn eur c’houlenn sikour digant ar gouarner.
Riktiovar a gemeraz ar burzud-ma evit eun taol maji, hag a reaz neuze kas ar Zant da eur prizoun heuzusoc’h ha tenvaloc’h eged ann hini m’oa bet ennhan araok. Mes eunn eal henn tennaz ac’hano e kreiz ann noz, goude beza pareet he c’houliou ha torret he jadennou, ha da c’houlou-deiz Kintin a ioa o prezeg d’ar bobl var brasa plasenn a ioa e kear. C’houec’h kant bennag a c’hounezaz d’ar feiz dre ar brezegenn-ze, hag enn ho zouez edo gardianed ar prizoun. Ar re-ma a goumprenaz n’en doa gellet ar Zant tec’het euz ar prizoun, heb gouzout d’ezho, nemed dre virakl.
Goulskoude ar gouarner a jome ato aheurtet enn he zallentez. Rei a reaz urs da vourrevi Kintin adarre enn eur feson skrijuz, ha goudeze e lavaraz he gas da eur gear all, el leac’h ma tlie mont he-unan ; rak aoun en doa na deuje pobl Amiens d’en em zevel enn he enep ma lakaje anezhan d’ar maro er gear-ze.
Enn eur erruout er gear all, Riktiovar a ordrenaz treuzi korf ar Zant, azalek he chouk betek he zivorzed, gant bizier houarn moan. Mes, kaer en devoue, Kintin a jome bepred stard enn he feiz, hag o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezhan, ar gouarner her c’houndaonaz erfin da veza dibennet. He verzerenti a erruaz d’ann 31 a viz here euz ar bloaz 287, hag ar gear el leac’h ma oue lakeat d’ar maro a zo bet hanvet Sant-Kintin a-c’houdevez.
Spountet oc’h marteze o klevet hano euz ar poaniou o deuz gouzanvet ar Verzerien, ha n’oc’h ket evit miret da gemeret poan var ho zikour. Hogen, mar d-emaoc’h e stad a bec’hed marvel, oc’h euz c’hoaz muioc’h a leac’h da gaout truez ouzhoc’h hoc’h-unan. Rak petra eo ar