Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/740

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

enn devez-se. He mamm ne espernaz netra evit miret outhi hag a lavaraz d’ezhi abarz ar fin : « — Me garfe e kouezfe ar gurun varnod, mar d-ez di. » Ar verc'h a ieaz evelato, ha d’ann ampoent m'edo o lakaat he zreid er park, e oue lazet gant ar gurun. Hogen, enn deiz-se ne oa tamm arne ebed gant ann amzer.




ann tregontved a viz here


SANT MARSELL HA SANT KASIAN, MERZERIEN


————


Marsell a ioa eunn offiser kristen euz a armeou ann impalaered Dioklesian ha Maksimian. E Spagn oa ganet, hag eno ive edo he rejimant. Da c’houel ann impalaer Maksimian, e oue urs da ginnig eur sakrifis solanel d’ann doueou faoz, hag ann offiserien hag ar zoudarded a dlie holl kemeret perz er sakrifis-se. Mes Marsell a ioa guell ganthan mervel eged ober netra kountrol d’ar feiz. Diskleria a eure eta, dirak tud he rejimant asamblet, oa da genta soudard da Jezuz-Krist, roue ann env hag ann douar, ha ne adorje biken idolou great gant koat pe gant mein. « — Ma renker mont da baian, emezhan, evit chom e servich ann impalaered, me a guita ar zervich-se hag a lavar kenavo d’ann arme. » Enn eur gomz evelse, ann offiser kristen a daolaz he gleze d’ann douar, hag ar vialenn a zouge evel merk euz he garg.

Ar zoudarded a jomaz mantret o velet petra rea, hag hen diskuillaz d’ar jeneral Fortunat : hema a ordrenaz he lakaat er prizoun da c’hortoz ma vije tremenet ar gouel. Goudeze her galvaz dirazhan, hag e c'houlennaz outhan perak en doa taolet d’ann douar he gleze hag he vialenn a offiser. Marsell a respountaz : « — Hel lavaret am euz dija dirak holl dud va rejimant : abalamour, o veza ma’z ounn kristen, ne c’hellann servicha doue all ebed nemed Jezuz-Krist. » « — Mad, eme Fortunat, goall hardiz oc’h bet. Evelato ne fell ket d’inn ho koundaoni va-unan ; me zo o vont eta d’ho kas da Agrikola, letanant ar prefet e Spagn. »