beleien ann idolou a gemeraz kaz outho, hag a c’houlennaz kounje digant ar roue da ziskouez oa ho doueou galloudusoc’h eged hini ann daou abostol. Ar roue a roaz kounje d’ezho, ha setu hi neuze ha gelver dirak ar prins holl alvokaded ar vro, enn eur lavaret: « — Ma ne c'hellomp ket miret ouz ann dud-ma da barlant, ni a anzao n’oump mad da netra. »
Evit guir, ann alvokaded a jomaz mud epad c’houec’h heur dioc'htu dirak beleien ann idolou hag ar roue, hag a zistroaz d’ar gear goloet a vez. Mes unan bennag ho aliaz da vont da gaout Simon ha Jud, hag ar re-ma a lavaraz d’ezho : « — Mar kirit kredi e Jezuz-Krist, c'houi a vezo treac’h d’ho tro da veleien ann idolou. » Ann alvokaded a anavezaz dioc’htu Jezuz-Krist evit ho Zalver hag ho Doue, ha goudeze e c’houlennjont beza galvet adarre dirak ar roue asambles gant beleien ann idolou. Galvet e ouent, hag ar vech-ma beleien ann idolou a jomaz mud d’ho zro. Unan euz ann alvokaded a ziskouezaz d’ezho ker sklear ne oant nemed gaouiaded, ha ne oa ho doueou nemed drouk-sperejou, ma ne c’helljont ket respount eur ger.
Beleien ann idolou en em venjaz o lakaat, dre eunn taol maji, eur maread aered da zifourcha dirak ar roue. Ar prins a gemeraz aoun, hag a c’halvaz ann daou abostol d’he zikour. Simon ha Jud, o veza erruet, a zastumaz ann aered enn ho zae hag a hejaz anezhi goudeze oc’h beleien ann idolou. Ar re-ma a oue flemmet e meur a leac’h, hag ar roue a felle d’ezhan e vijent lezet da vervel evelse. Mes ann daou abostol a bareaz ho gouliou.
Enn despet d’ar mirakl-ma, lod anezho a jomaz aheurtet enn ho dallentez, hag en em lakeaz da redet ar vro evit planta pennadou er bobl a enep Simon ha Jud.
Ann daou abostol, o veza eunn devez e kear Suanir, a oue treinet unan anezho dirak idol ann heol, hag egile dirak idol al loar. Mes, petra bennag a rejot, ne oue ket dare d’ezho kinnig ezans d’ann idolou-ze. Neuze ar bobl a ieaz enn egar outho, hag ho lazaz ho daou var ar plas. Sant Simon a oue heskennet he gorf dre an hanter, ha sant Jud a oue dibennet.