Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/730

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

bennag da ober ho ermitach. Tugdon en em dennaz e koste Guipavas, Majan e kostez Plougin, ha Gouenou enn eur c’hoat hag a ioa eul leo hanter dioc’h Brest e tu ann Hanter-Noz.

Er c’hoat-ma e tremene he holl amzer o pedi Doue hag o kastiza he gorf dre ar iun hag a bep seurt pinijennou, heb beza anavezet gant den. Mes, eunn devez, ar c’hount Konomor a erruaz gant he ermitach, a greiz m’edo o chaseal, hag a c’houlennaz outhan piou oa, euz a be leac’h e teue ha petra a rea eno. Gouenou a respountaz a boent da boent da c’houlennou ar c’hount, hag hema a oue dioc’h-tu leun a istim hag a respet evithan.

Kerkent ar brud euz ann ermit santel a redaz dre gement korn a ioa er vro, hag eur maread tud iaouank a c’hoanteaz kemeret skouer diouthan ha beva enn he goumpagnunez. Neuze e c’houlennaz digant Konomor plas da zevel eur gouent evit loja ann dud iaouank-se, hag ar c'hount a roaz d’ezhan kement a zouar hag a c’hellje da gloza enn eunn devez. Gouenou, leun a fizians e Doue, en em lakeaz raktal da vale a hed hag a dreuz ar c’hoat, enn eur dreina eur forc’h var he lerc’h, hag a benn eunn heur en doa great eur c’hae pe eur c’hleuz karre hag en devoa eul leo hanter a dro : ar c’hae pe ar c’hleuz a zave anezhan he-unan dre ma pourmene ar Zant he forc’h.

Ar mirakl-ma a lakeaz Konomor da ober muioc’h-mui a stad euz a C'houenou. Gelver a eure labourerien a bep tu da zevel ar gouent, hag ho faea a reaz he-unan. Ar Zant, dioc’h he gostez, a iea da glask boued d’ezho d’ar c’heriadennou tosta rak evit c’hoaz n’en doa netra enn he gloz. Hogen, eunn droiad e c’houlennaz leaz kaoulet digant eur c’hreg, hag houma a respountaz n’e devoa ket. « — C'hoant lavaret gevier oc’h euz, eme C'houenou enn eur vouzc’hoarzin ; mes ar virionez a livirit heb he c’houzout. C'houi zonj d’ehoc’h kaout leaz kaoulet enn ho ti, ha padal n’oc’h euz mui. »

Pa oue deuet ar Zant kuit, ar c’hreg-se a zigoraz buhan armel al leaz : Allaz ! ar c’haouled a ioa chenchet e bili. Ar vaouez geaz a ziredaz raktal da zigas ar bili-ze da