Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/718

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


ann ugentved devez a viz here


SANT IANN A GENTI, BELEK
————


Ar zant-ma a ioa ganet e bourg Kenti, er Pologn, a dud honest hag a zoujans Doue. Eur paotrik fur ha devot oa dija enn he vugaleach, ha pa oue enn oad, e oue kaset d’ar skol ha zoken d’ar skolach. Goudeze ez eaz da Grakovii da studia ar philosophi hag ann theoloji, hag eno e oue resevet doktor. Neuze e oue karget da rejanti d’he dro.

Hogen, ar rejant-ma ne glaske ket hebken ober tud habil euz he skolaerien ; mes klask a rea dreist peb tra ober anezho tud vertuzuz ha kristenien vad. O veza bet beleget, e labouraz gant muioc’h a aked eget biskoaz d’en em zantifia he-unan ha da zantifia ar re all. He galoun a ioa rannet o sonjal pegement e veze offanset bemdez ann Aotrou Doue, hag ar zonj-se a rea d’ezhan diroll da vouela a greiz lavaret he offerenn. Enn eur gemmesk evelse he zaelou gant goad Jezuz-Krist, ne ehane da c’houlenn truez ha pardoun evit ar bec’herien.

Etre daou e oue hanvet da bersoun, hag er garg nevez-ma ne espernaz nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou he barrisioniz. Bez’ ez oa dreist holl tad ar beorien, hag alies e roe d’ezho lod euz he zillad ha betek he voutou zoken, p’en em gavent ganthan var ann hent. Neuze e laoske he vantell da goueza betek ann douar evit ne vije ket remerket e teue divoutou d’ar gear.

Eur zulvez vintin, enn eur vont d’ann iliz, e velaz eur paour keaz astennet var ann erc'h, hag hen enn noaz kouls lavaret. Raktal Iann a denn he zoudanenn evit he lakaat enn dro d’ar paour keaz-se, ha goudeze e kas hema ganthan d’ar presbital hag e ra d’ezhan azeza ouz he daol da zijunia.