Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/714

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


ann trivac'hved devez a viz here


SANT LUKAS, AVIELER
————


Lukas a ioa ginidik a Antioch, hag a studiaz ar vedisinerez enn he iaouankiz. Eur mestr penturer oa ive var a gounter, hag ober a eure seiz taolenn hag a ioa varnho patrom pe imach ar Verc’hez. Unan euz ann taolennou-ze a virer c’hoaz hirio e Rom gant kalz a respet.

Goude ma oue gounezet d’ar feiz, Lukas a reaz koumpagnunez da zant Paol enn he holl veachou abostolik. Evelato bez’en devoue ive ann eur da anaout meur a hini euz ar re o doa heuliet hor Zalver epad he vuez var ann douar, ha deski a eure gantho ar peb brassa euz ar pez en doa great pe lavaret Jezuz-Krist keit ha m’oa bet o prezeg he Aviel, ar pez en doa gouzanvet e Jerusalem ha var menez Kalvar, hag ar pez a ioa c’hoarvezet pa zavaz adarre euz a varo da veo. Lakaat a reaz ann traou-ze holl dre skrid evit kelennadurez ann dud fidel, ha setu al levr a hanver Aviel sant Lukas.

Mes kement-se ne oue ket aoualc’h evit ar zant-ma. Skriva a eure c’hoaz histor ann Ebestel ho-unan, hag enn histor-ma e verk penaoz e pignaz hor Zalver Jezuz-Krist enn env, petra reaz ann Ebestel goude m’oa diskennet varnho ar Spered-Santel, dre be seurt burzudou e teuaz ar feiz d’en em skigna dre ar bed, hag e pe feson e veve ar gristenien genta. Lukas en doa skrivet he Aviel dioc’h ar pez en doa klevet gant diskibien hor Zalver ; mes histor ann Ebestel a skrivaz dioc’h ar pez en doa guelet he-unan.