Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/710

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

e kear Landerne ; mes goude maro he dad e kuiteaz he blas evit mont da jom d’ar Palud, el leac’h ma savaz eur chapel kaer tost d’ar maner. Er chapel-ma ec’h offerenne bemdez, hag evel eunn eal oa ouz ann aoter.

He vamm o veza deuet da vervel ive, Konogan a lavaraz kenavo d'he vaner evit mont da ober he ermitach enn eur plas distro bennag, pell dioc’h koumpagnunez ann dud. Mes he zantelez hen diskuillaz, hag heb dale ar bobl a ziredaz a bep tu d’he gaout evit en em erbedi d’he bedennou ha goulenn kuzul diganthan. Hogen, ann dra-ze a vire outhan da veva he-unan gant Doue hervez he c’hoant, ha setu perak e tec’haz ac’hano evit en em denna e kouent Landevennek.

Sant Guenole, abad ar gouent-ma, hen digemeraz gant joa hag a viskaz d’ezhan sae ar venac’h. A veac’h en devoue Konogan guisket ar zae-ze ma oue treac’h d’ar venac’h all dre he humilite, he garantez evit he nesa, he basianted hag he zousder. Ne flnve ket euz ann iliz, ha ne skuize morse o vedita var draou ann env. Beva a rea divar dour, bara groz ha griziou louzou, ha ne gouske nemed var bazennou ann aoter pe var ar pave.

Dre ali sant Guennole, Konogan a zavaz eur gouent er Palud hag a roaz ar gouent-ma da abati Landevennek gant ann douarou en doa he-unan e Lanloezok e parrez Plouzeniel. Mes etre daou e varvaz sant Korantin, eskop Kerne, hag ar chalonied a ioa nec'het o klask gouzout piou da henvel enn he blas. Ar vikel vraz a ordrenaz iun epad tri devez dioc’htu evit goulenn sklerijenn digant Doue, hag a benn ann trede devez ann holl a roaz ho mouez da Gonogan.

Daou jaloni a ieaz da Landevennek da gas ar c’helou-ze d’ar Zant. Hema a glaskaz da genta tec’het diouz ar zamm a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz ; mes asanti a eure abarz ar fin, hag o veza bet sakret eskop, e labouraz heb ehana, evel sant Korantin, evit silvidigez ann eneou a ioa flziet ennhan. Kemeret a reaz perz enn eur c’honsil a oue asamblet e Guened, er bloaz 468, gant sant Perpet, eskop Tour. Ar c’honsil-ma a zougaz eur zetans a eskummunugenn a enep ar vuntrerien hag