Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/697

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ac’hano da Rom, hag er gear-ma e-varvaz e peoc’h, goude beza resevet he zakramanchou diveza ha bennoz ar pab, d’ar c’henta a viz here euz ar bloaz 1572, oajet a zaou vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Eur brinsez, brudet dre he gened ha deuet da veza heuzuz da velet goude he maro, a ra da Fransez Borjia ober he zonj da guitaat ar bed. Eur c’horf maro a zo eur mellezour fidel. Ar mellezouriou all ne ziskouezont d’eomp nemed ar pez on euz doare da veza ; mes eur c’horf maro a ziskouez d’eomp petra oump e guirionez ha petra vezimp eunn deiz. Peger sklear ne veler ket er mellezour-ma ne d’eo holl draou ar bed nemed avel ha moged. Pebez nerz n’e deuz ket ar zonj hebken euz ar maro evit diskar hon ourgouill ha terri nerz hor goall ioulou !





ann unnekved devez a viz here


SANT TARAK, MERZER
————



Tarak a ioa eur zoudard koz, o chom er Silisii d’ar mare ma tougaz ann impalaer Dioklesian eul lezenn a varo a enep ar gristenien. O veza bet diskuillet da Vaksim, gouarner Tars, ar gouarner-ma her galvaz dirazhan, hag a gomzaz outhan evelhenn :

« — Pehano oc’h euz ? » « — Kristen ounn, » a respountaz Tarak. « — N’e ket ann dra-ze a c’houlennann, eme Vaksim, livirit d’inn hoc’h hano. » « — Kristen ounn, » eme Darak adarre. Var gement-ma ar gouarner a roaz urs da derri he zent d’ar zoudard koz, enn eur lavaret d’ezhan : « — Arabad e d’ehoc’h respount eunn dra e plas eunn all. »

« — Mad, eme Darak, kristen ounn, a lavarann d’ehoc’h eur vech c’hoaz, hag hennez eo va guir hano. Brema, mar oc’h euz c’hoant da c’houzout hirroc’h, va zad a rea Tarak ac’hanon, hag enn arme oann hanvet Viktor. » « — Pe seurt micher oc’h euz hag euz a be vro oc’h ? » « — Soudard ounn, ha Glaodiopolis enn Izaorii eo va bro ;