Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/69

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

feiz tud fidel Beree, ha rei nerz ha kaloun da re Desalonik, a glasket ober goall vuez d’ezho. Ac’hano Timothee a ieaz adarre da gaout sant Paol da Gorinth. Ann Abostol a jomaz eur bloaz-hanter er gear-ma, ha goudeze e tistroaz da Jerusalem ha da Ephez gant he goumpagnoun.

A benn daou pe dri bloaz goude, sant Paol a ieaz c’hoaz d’ar Masedoan ha d’ar Gres asambles gant Timothee. Da fin ar veach-se, ann Abostol a oue lakeat er prizoun e Sesaree, ha, goudeze kaset da Rom. Hogen, kredi a reer edo Timothee oc’h ober koumpagnunez d’ezhan epad ann amzer ma oue dalc’het eno. Timothee he-unan en devoue ann eur da veza prizouniet evit Jezuz-Krist, hag ar c’hloar da anzao ar feiz dirak eunn niver braz a destou; mes-ne c’houezer ket pegeit e chomaz er prizoun.

Sant Paol, o veza bet laosket da redet, a zistroaz d’ann Azii, ha neuze, araok mont larkoc’h, e lakeaz Timothee da eskop e kear Ephez. Guella testeni on euz euz a virit ar zant-ma eo ann istim hag ar garantez en doa ann Abostol evithan. Sant Paol hen hanve, guech he vreur, ha guech all he vab, he vab ker, he vab muia karet.

Skriva a eure d’ezhan daou lizer goude beza he garget da c’houarn iliz Ephez. Er c’henta euz al liziri-ze, ann Abostol a verk d’he ziskib da biou e tle rei ann Ursiou sakr, ha penaoz e tle en em gomporti he-unan hag e kenver kement seurt tud a zo enn he garg. Dre al lizer-ze e velomp ne eve Timothee nemed dour ; mes sant Paol a lavar d’ezhan eva eur banniik guin abalamour n’oa ket krenv he stomok.

Ann eil lizer a oue skrivet euz a Rom, d’ar mare m’edo sant Paol er prizoun eno evit ann eil guech. El lizer-ma, ann Abostol a ro he aliou diveza d’he vab muia karet, hag a lavar d’ezhan delc’her mad dreist peb tra da brezeg komzou Doue, pe e vo selaouet pe ne vezo ket.

Timothee ne ankounac’heaz ket ar gentel-ze. Eunn devez, paianed Ephez a rea eur gouel enn henor d’ho doueou faoz ; pourmen a reant ho idolou dre ar ruiou enn eur iouc’hal hag enn eur ober a bep seurt diota-