Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/674

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

hanvet da eskop e Reims, kaer en devoue klask miret. Ann iskibien all euz ar vro a zonje e c’hellet rei dispans a oad d’ezhan abalamour d’he virit dreist-ordinal. E guirionez, a veac’h e oue sakret eskop ma tiskouezaz oa din euz ar choaz a ioa bet great anezhan enn despet d’he iaouankiz.

Biskoaz eskop ne oue aketusoc’h da holl zeveriou he garg. Tremen a rea he amzer o pedi, o vedita hag o kelenn he bobl, ha ne ehane da labourat a laz-korf evit silvidigez ar bec’herien, ann heretiked hag ar baianed. Prezeg a rea gant kement a nerz ma oue hanvet gant meur a hini eunn eil sant Paol, hag enn he brezegennou ec’h en em zave dreist peb tra a enep ar pec’hejou vil ha mezuz, a laka ann den da veza henvel ouz al loaned ha da goueza zoken izeloc’h egetho. Gant ann dra-ze oa leun a garantez e kenver ar beorien, ha guerza a eure he holl zanvez evit pourvei d’ho ezommou.

Sant Remi eo a vadezaz Klovis, roue Frans, pa zilezaz servich ann idolou evit adori ar guir Doue, goude ar viktor en doa gounezet e Tolbiak. Ar seremoni-ma a oue great gant eur zolanite vraz ha dirak eur maread eskibien all. Ar roue a oue kerc’het d’ann iliz gant ar prosesion, enn eur gana al litaniou ; sant Remi a ioa krog enn he zorn, ha varlerc’h e teue ar rouanez, santez Klotild, hag ar bobl. Ann tiez a ioa stegnet a bep tu d’ar ruiou, ha var ar re-ma ez oa ledet pallennou kaer. Ouspenn-ze, enn iliz ez oa bet devet louzou a c’houez vad hag ez oa eleiz c’houlaou var elum.

Pa erruaz Klovis eno, e kave d’ezhan edo dija er baradoz. « — Ama, emezhan, eo ema rouantelez Jezuz-Krist, el leac h m’oc’h euz lavaret d’inn e vijenn digemeret eunn deiz. » « — Nann, eme Remi, n’e ket ama eo ema ; mes dre ama ez eer di. » D’ann ampoent m’edont ho daou o lakaat ho zreid e chapel ar mean-fount, ar Zant a lavaraz d’ar roue : « — Soublit ho penn, Sikambr (Klovis a ioa euz a vouenn ar Sikambred), adorit ar pez oc’h euz devet bete vrema, ha devit ar pez oc’h euz adoret. »

Goudeze e roaz d’ezhan ar vadiziant. Mes ann hini a