Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/672

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

treuzi ar mor evit en em denna er Sirii, enn eur plas gouez ha distro a ioa hanvet Kalsis.

Er plas-ma e tremenaz pevar bloaz o lenn ar Skritur Sakr, o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre a bep seurt pinijennou. Mes, kaer en devoa, ann drouk-spered ne leze repoz ebed ganthan. « — Nag a vech, emezhan, o veza va-unan em ermitach, va c’hroc’henn devet gant ann heol evel kroc’henn eur morian, e kave d’inn beza adarre e kreiz ebatou Rom ! Neuze ne ehanenn da vouela ha da huanadi etrezek ann env, ha pa vezenn dare gant ar c’hoant kousket, e c’hourvezenn var ann douar noaz ; mes ne c’hellenn ket zoken moredi... Ia, me paour keaz Jerom, goude m’oann en em goundaonet da veva er prizoun-ze gant ar spount am boa rak ann ifern, me zonje d’inn aliez beza e koumpagnunez tud iaouank, ha goulskoude ne oa enn dro d’inn nemed loaned gouez. Va divoc’h a ioa drouk-livet ha va c’horf ien evel ar skorn ; mes em c’haloun e santenn ato tan ar goall ioulou. Evit mouga ann tan-ma, e chomenn betek eiz dez dioc’htu heb dibri tamm, ha noz-deiz e skoenn var va stomok gant eur mean ken na glevenn eur vouez o lavaret d’inn : Aoualc’h ! aoualc’h ! »

Evit koumpren guelloc’h a ze ar Skritur Sakr, ar Zant en em lakeaz da studia al langach hebreu, eul langach hag a zo diez-braz da zeski. Goudeze e oue beleget gant eskop Antioch, ha divezatoc’h e teuaz da Rom da gaout ar pab asambles gant ann eskop-se. Mes araok oa bet c’hoaz o vizita ann Douar Santel, hag o velet sant Gregor a Nazians e Konstantinopl.

Ar pab Damaz a zalc’haz Jerom ganthan evit he zikour da c’houarn ann Iliz. Karga a reaz anezhan da respount enn he blas d’al liziri a reseve digant ann eskibien. Mes, goude maro ar pab-se, ar Zant a guiteaz Rom adarre evit en em denna e Bethleem, enn eur gouent a ioa nevez savet e kichen kraou ar Mabik Jezuz, hag er gouent-ma e tremenaz ann nemorant euz he vuez.

Jerom en doa lennet kement levr a ioa anavezet enn he amzer, kouls lavaret. Ouspenn-ze, gouzout a rea al