Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/666

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

daoliou kalkenn ejenn, ha goudeze e reaz ho stleper e goeled ar mor, ho zreid hag ho daouarn liammet. Mes eunn eal a dorraz ho liammou, hag ho zennaz ac’hano. Neuze Lizias ho c’houndaonaz erfin da veza dibennet, ha setu ar pez a oue great d’ar 27 a viz guengolo euz ar bloaz 285. Var a greder, ho zri breur all a oue merzeriet ive asambles gantho.


SONJIT ERVAD

Ar Skritur Sakr a lavar d’eomp henori ar medisin abalamour ma c’hellomp kaout ezomm anezhan. Galvit eta ar medisin var ho tro pa viot klanv, ha bezit leun a fizians el louzou a roio d’ehoc’h. Goulskoude kountit muioc’h c’hoaz var gras Doue : rak louzou ar medisin ne dalvezo da netra ma ne ro Doue he vennoz d’ezhan. Setu perak, enn eur c’hervel var ho tro medisin ar chorf, ne ankounac’hait ket medisin ann ene. Hema hebken a lakai ar peoc’h enn ho spered hag enn ho koustians, ha dre eno ive e pareot kentoc’h a ze, mar oc’h euz da barea ; ha ma n’oc’h euz ket da barea, n’euz nemethan hag a c’hellfe digeri d’ehoc’h doriou ar baradoz. Pegen dall ha pegen diskiant n’eo ket eta ar re ne lakeont klask ar belek nemed pa vezont dija var ho zremenvan !




ann eizved var ’nn ugent a viz guengolo


SANT VENSESLAS, DUK A VOHEM, MERZER
————



Ar zant-ma a ioa mab da Vratislas, duk a Vohem. He dad a ioa kristen hag eunn den a zoujans Doue ; mes he vamm hanvet Drahomir, a ioa paianez, ha gant ann dra-ze c’hoaz oa eur goall vaouez, eur vaouez kriz ha dinatur. Dre chans, Venseslas a oue savet gant he vamm goz, da lavaret eo, gant mamm he dad, hag houma, he hano Ludmill, a ioa eur zantez. Deski a reaz abred d’he mab-bihan beza devot eveldhi, ha goudeze hen lakeaz er skol gant mistri habil ha vertuzuz.

Vratislas o veza deuet da vervel, Drahomir a zonjaz gouarn ar vro da c’hortoz ma vije major he mab. Mes ann dudchentil hag ar bobl a skuizaz buhan ganthi, aba-