Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/662

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

goumpagnoun a zistroaz da Jerusalem var ann heur evit kounta d’ann Ebestel ar pez a ioa erruet gantho.

Kleophas, starteat er feiz dre ar pez en doa klevet gant he Vestr ha karget da zeiz ar Pantekost euz a zonezounou ar Spered-Santel, en em lakeaz da brezeg ann Aviel er Judee. Mes ar Iuzevien aheurtet a ieaz enn egar outhan, hag hen lazaz enn he di. He gorf a oue enterret el leac’h m’en doa anavezet hor Zalver d’ann ampoent m’edo o kinnig d’ezhan eunn tamm bara, ha divezatoc’h e oue savet eunn iliz var he vez.


SONJIT ERVAD

Ar Iuzevien n’oa ket bet falvezet d’ezho anaout Jezuz-Krist evit ar Mesias, enn despet d’ar burzudou a bep seurt en doa great enn ho zouez. Setu perak ive hor Zalver n’en em ziskouezaz ket d’ezho goude m’oa savet euz a varo da veo. Mes en em ziskouez a eure d’he ziskibien, abalamour ar re-ma a grede ennhan hag a glaske anezhan euz a greiz ho c’haloun. Jezuz a ra c’hoaz evelse enn deiz a hirio : dont a ra gant he c’hras da gaout ar re hen digemer a volonte vad ; mes dilezel a ra ive erfin ar re a gendalc’h da ober ar skouarn vouzar outhan, kaer en deuz skei var dor ho c’haloun da c’houlenn digor.




ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz guengolo


SANT SIPRIAN HA SANTEZ JUSTINA, MERZERIEN
————



Siprian a ioa eur sorser pe eur sorser pe eur majisian braz, o chom e kear Antioch. Kerkent hag ann oad a zeiz vloaz oa bet goestlet d’ann doueou faoz gant he dud, ha goude beza bet er skol gant ann habila majisianed euz he amzer, oa deuet da veza treac’h d’ezho holl. Eunn den fallakr oa c’hoaz gant ann dra-ze, ha laza a rea goazed, merc’hed ha bugale, evit en em zervichout euz ho goad hag euz ho bouzellou da ober he daoliou sorserez.

D’ann ampoent ez oa ive enn Antioch eur plac’h iaouank, he hano Justina, hag a ioa nevez gounezet d’ar feiz kristen. Ar plac’h iaouank-ma e devoa eur gened