Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/657

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

dale da veza habil var ar skianchou sakr hag eur skouer a bep seurt vertuziou. Neuze sant Per her belegaz hag hen digasaz e Frans da brezeg ann Aviel, var a lavar lod da vihana ; rak ann holl ne leveront ket ann dra-ze.

Ar re a lavar e oue digaset e Frans a yerk ec’h erruaz e kear Besanson, hag e lakeaz eno meur a baian da anaout dioc’htu ar virionez euz ar relijion gristen. Enn ho zouez ez oa unan hag en doa eur garg vraz, hag hema a roaz he di d’ar Zant evit servichout da iliz pe da japel.

Goulskoude, ar bobl o veza en em asamblet eunn devez evit kinnig sakrifisou d’ann doueou faoz, Lin ne oue ket evit miret da vont he-unan var ar blasenn da rebech ho follentez d’ann dud keiz-se. « — Petra rit, emezhan ? Ann idolou a adorit ne d-int netra ; ne dleit henor ebed d’ezho. N’euz nemed eunn Doue, ann hini en deuz great euz a netra ann env hag ann douar. List eta ho sakrifisou sakrilach evit adori ar guir Doue. »

Ar c’homzou-ma a oue evel eunn tarz kurun hag a bilaz d’ann traon unan euz a billerou ann templ. Var c’horre ar piller-ze ez oa eunn idol, hag hema a oue lakeat e mil damm. Mes eunn hevelep mirakl ne zigoraz ket he zaoulagad d’ar bobl ; chom a eure bepred aheurtet enn he zallentez, ha gant ar gounnar a ioa ennhan ec’h en em daolaz var ar Zant evit he stleja er meaz euz a gear.

Var gement-se, Lin a zistroaz da Rom, ha sant Per a joazaz sant Klemant hag hen evit he zikour da c’houarn ann Iliz. He-unan e veze aliez e beach, hag epad ann amzer-se sant Elemant ha sant Lin a c’houarne ann Iliz enn he blas.

Goude merzerenti sant Per, ha dre ali sant Klemant, ann holl a roaz ho mouez da zant Lin evit beza pab var he lerc’h. Mes, d’ann ampoent, ann impalaer Neron a ioa kounnaret a enep ar gristenien, hag ar pab nevez a renkaz chom dindan guz betek maro ann impalaer-ze.

Goulskoude ann dra-ma ne viraz ket outhan da bourvei gant ar brasa aked da holl ezommou ann dud fidel. Ho asambli a rea enn noz er mengleuziou a zo dindan