D’ann eil, — Klaskit da genta rouantelez Doue, hag ann traou all a vezo roet d’ehoc’h var ar marc’had.
D’ann trede. — Ne varnit ket ho nesa ma ne fell ket d’ehoc’h beza barnet gant Doue ; dioc’h ma varnot ar re all, e viot barnet hoc’h-unan.
D’ar pevare. — N’ez euz netra, kuzet er bed-ma na vezo dizoloet hag anavezet er bed all.
D’ar pemped. — Petra dal d’ann den gounit ar bed holl mar teu da goll he ene ?
D’ar c’houec’hved. — Piou bennag en em izelai a vezo hueleat ; hag ann neb en em huelai a vezo izeleat.
r zant-ma a ioa ganet enn eskopti Toled e Spagn. He
dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue ho daou,
ha brudet dreist holl dre ho c’harantez evit ar beorien.
He dad a roe d’ezho kement a c’houneze gant eur vilin
en devoa, hag he vamm a c’hrie hag a rea a bep seurt
labouriou all evitho.
Thomas a gerzaz abred var roudou he dud, hag epad m’edo er skol, enn he vugaleach, e teuaz meur a vech d’ar gear dizae, dijiletenn, didok ha divoutou : he zae, jiletenn he dok pe he voutou a veze chomet gant eur paour bennag.
Pa veze eat ann tamm diveza euz ar bara a veze lakeat bemdez a gostez evit ar beorien, ha pa errue c’hoaz eur paour bennag da glask ann aluzenn, ar paotr a lavare d’he vamm rei d’ezhan ar pez a dlie da zibri he-unan d’he lein. « — Me a iuno hirio, » emezhan. Avechou he vamm a roe, mes avechou all ive ne roe ket. Neuze Thomas a c’houlenne kounje da vont da zibri he voued er meaz asambles gant he gamaladed. Mes n’e ket he-unan eo hen debre avad, he gas d’ar re-all da zibri eo a rea, ha goulskoude epad ann nemorant euz an deiz e veze kel laouen ha p’en devije bet eur pred ar guella.