hano Sosii ha Prokulus, o veza bet prizouniet er gear-ze asambles gant daou vourc’hiz kristen, eskop Benevant a ieaz di d’ho guelet evit ho c’hrenvaat er feiz ha rei nerz d’ho c’haloun. Raktal e oue diskuillet d’ar gouarner Timothee, hag hema a ordrenaz kregi ennhan d’he dro, hag he gas da gear Nool.
Timothee a ioa o chom eno, ha ne espernaz netra evit lakaat Janvier da adori ann doueou faoz ; mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhan, e reaz he stleper enn eur forn c’horet evit he zevi ez-veo. Hogen, er forn-ze, ann eskop santel ne oue ket zoken rostet eunn tamm euz he zillad nag eur vlevenn euz he benn. Pa velaz ann dra-ma, ar gouarner a ieaz enn egar hag a lavaraz he vourrevi ken na vije torret he holl izili outhan.
Epad ann amzer-ze, ann avieler Festus hag ar c’hloarek Desiderius a oue kroget ennho ive, hag a benn eunn nebeut deveziou goude, Janvier hag hi a oue great d’ezho bale da Bouzzool araok karr Timothee, petra bennag m’oant karget a jadennou. Pa errujont eno, e ouent taolet er prizoun el leac’h m’edo dija ann daou avieler Sosii ha Prokulus asambles gant ann daou vourc’hiz kristen, ha koundaonet eveldho da veza dispennet ha lonket gant al loaned gouez.
Antronoz eta e oue laosket al loaned gouez var ann eskop santel hag he c’houec’h koumpagnoun. Mes al loaned-se a deuaz da veza don enn eunn taol kount, ha setu hi ha gourvez eharz treid Janvier, heb ober drouk ebed d’ezhan na d’ar reall. Ar gouarner a gemeraz ar burzud-ma evit eunn taol maji pe eunn taol sorserez, hag a goundaonaz ar seiz merzer da veza dibennet. Mes kerkent e kollaz ar gueled.
Goulskoude Janvier a bedaz evithan, ha Timothee a velaz adarre ker sklear ha biskoaz. Ar mirakl nevez-se a reaz da dost pemp mil paian anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Mes ar gouarner a jomaz bepred aheurtet, ha gant aoun rak tenna varnhan droulans ann impalaer, e lavaraz d’ar vourrevien dibenna dioc’htu ann eskop santel hag he c’houec’h koumpagnoun. Ho merzerenti a erruaz d’ann 19 a viz guengolo euz ar bloaz 305.