enn eur vouela eveldho, en doa touet var he le ne zistroje biken da Anjer nemed kaout a raje alc’houeziou ar relegeier en doa lezet da goueza er mor enn eur zont euz a Frans. Neuze ar pevar beachour a gountaz d’ezhan penaoz o doa kavet ann alc’houeziou-ze, hag ar Zant a anavezaz dioc’htu oa bolontez Doue e tistroje d’he eskopti.
Hogen, ne c’houfe den lavaret gant pebez henor ha pebez joa e oue digemeret enn Anjer ; ar bobl holl a ioa var zao evit saludi he dad hag he bastor, a ioa bet diank epad keit all a amzer. Goulskoude, maro ar c’hrouadur n’oa ket bet konfirmet, a ioa ato var spered Maorill, ha setu hen ha mont da bedi var bez ar c’hrouadur-ze. Goudeze e lakeaz he zigeri, ha kerkent, o burzud ! ar c’hrouadur a zavaz ac’hano leun a vuez. Ar Zant her c’honfirmaz raktal, hag ar c’hrouadur-ma a oue eskop var he lerc’h.
Tud Anjer a ioa kustumm d’en em zastum eur vech er bloaz, var eur garrek vraz ha ledan a ioa tost da gear, evit dansal, dibri hag eva ; mes Maorill a dorraz ar c’hiz fall-ze enn eur zevel eno eunn iliz enn henor d’ar Verc’hez. Mervel a reaz erfin d’ar seiz a viz guengolo euz ar bloaz 437, brudet dre he viraklou hag oajet a zek vloaz ha pevar-ugent.
Ar zant-ma a lakeaz enn he benn n’oa ket din da veza eskop abalamour m’oa marvet eur c’hrouadur enn Anjer heb beza bet konfirmet. Nag a vugale a varv hirio heb ar zakramant-se ! E meur a barrez euz a Gerne edo ar c’hiz da lavaret n’euz ket c’hoaz pell, ma n’ema ket ato zoken : « Ann divezata ar guella beza konfirmet. » Petra ! ann divezata ar guella beza kristen parfet ! Ann divezata ar guella reseo ar Spered-Santel gant he holl donezounou ! Ann divezata ar guella kaout nerz da anzao ar feiz d’ann ampoent ma reer brezel d’ar relijion gant kement a gounnar ! Mes red eo beza dall pe veza kollet peb skiant evit komz evelse. Digorit eta ho taoulagad, tadou ha mammou, ha koumprenit eo eunn dever evidhoc’h, hag eunn dever striz, kas ho pugale da gonfirmi pa vezont enn oad, hag ho c’helenn pe lakaat ho c’helenn var ar pez a renkont da c’houzout evit kement-se.