Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/632

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Leon, ouspenn ma roe aluzenn d’ar re a deu da glask, a iea he-unan a gear da gear gant eur zamm vara var eur penn kezek evit maga ar beorien mezek n’o doa ket hardisegez da astenn ho dourn. Setu aze petra ra ar c’hristen en deuz guir garantez evit he nesa.




ann daouzekved devez a viz guengolo


SANT GI, PE ZANT GION, KLOC’HER
————



Ar zant-ma a ioa ganet e bourg Anderlek, tost da gear Bruseell er Beljik, hag abalamour daze e oue leshanvet Paour Anderlek. He dad hag he vamm a ioa tud euz ar renk izela hervez ar bed. Mes, o veza m’edo doujans Doue enn ho c’haloun, ne espernjont nag ho foan, nag ho amzer, evit kelenn ervad ho c’hrouadur, p’e guir ne c’hellent ket he gas d’ar skol. Deski a rejont d’ezhan abred karet Doue hag ar Verc’hez, ha kaout heuz ouz ar pec’hed.

Ho foan ne oue ket poan gollet, ha dre ma kreske Gi enn oad, e kreske ive he furnez hag he zevosion. Bep vech ma c’helle tec’het dioc’h he dud, e rede d’ann iliz da lavaret he Bater. A hent all, ec’h en em blije enn he stad paour abalamour Jezuz-Krist he-unan hag ann Ebestel o deuz bevet er stad-se. Leun oa a respet evit ar re binvidik ; mes n’en doa tamm avi ebed ouz ho danvez. Ann istim en devoa evit ar baourentez a rea d’ezhan ive karet ar beorien all, ha petra bennag n’en doa ket ato aoualc’h evithan he-unan, e roe d’ezho lod euz ann nebeut en devoa, hag avechou zoken ez ea da glask evitho.

Eunn devez m’edo o pedi enn iliz Laeken, eunn hanter-leo dioc’h Bruseell, persoun ar barrez-se a oue souezet o velet peger kalounek e pede. He c’helver a eure d’ar sekreteri, ha goude beza kaozeet ganthan eur pennadik, ec’h anavezaz raktal oa eat dija lark var hent ar zantelez, petra bennag ne oa c’hoaz nemed pemzek vloaz. Abarz ar fin e kinnigaz d’ezhan chom eno da