Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/629

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

kouez a reaz ive abred eunn devosion dener evit Jezuz ha Mari, ha pa veze enn iliz oa henvel ouz eunn eal. He dal a lugerne pa veze o respount ann offerenn, ha d’ar gorreou ann daelou a rede puill euz he zaoulagad.

Eunn devez, e klevaz eur manac’h eus a Urs sant Aogustin o prezeg var ann disprij a dleer da gaout evit ar bed, ha kerkent e savaz c’hoant ganthan d’en em denna enn eur gouent euz ann Urs-se. Resevet e oue, goude beza bet kounje digant he dad hag he vamm, hag abarz nemeur e oue treac’h d’ann holl venac’h all dre he humilite, he basianted, he garantez evit he nesa hag he spered a binijenn.

Enn dro d’he gorf e touge bepred eur c’houriz houarn, tachouigou lemm ennhi ; kousket a rea ato var an douar noaz gant eur mean hebken dindan he benn, ha ne zebre nemed bara groz ha griziou louzou. Eunn droiad, he zuperior a ordrenaz d’ezhan dibri eunn tamm kig abalamour n’oa ket iac’h. Senti a eure ; mes goudeze e c’houlennaz enn eur vouela ma vije lezet da ober vijil adarre, ha lezet e oue.

Nikolas a oue beleget pa oue deuet enn oad, ha gras ar velegiach a roaz choaz muioc’h a lufr d’he vertuz ha d’he zantelez. Divar neuze e prezege bemdez, kouls lavaret, ha ne c’houfe den niveri ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue. Ober a rea ive katekiz d’ar vugale, hag eur maread tud a veze ganthan o kovez. Ann nemorant euz he amzer a dremene o pedi hag o vedita.

Doue a zigasaz d’ezhan kalz klenvejou. Hogen, n’en doa ken louzou oc’h he boan nemed ar zonj euz a basion hor Zalver. Eunn devez m’en em gave semploc’h eged ann ordinal, e kredaz edo o vont da vervel, hag e oue strafillet-holl gant ar spount rak barnedigez Doue. Mes goulenn a eure sikour digant ar Verc’hez, ha ker buhan e teuaz adarre ar peoc’h enn he spered hag ar fizians en he galoun.

Epad c’houec’h miz araok he varo, en devoue ann eur da glevet bemnoz ann elez o kana enn eur feson dudiuz, hag ann tanva-ma euz a joauzded ar baradoz a rea d’ezhan lavaret aliez evel ann abostol sant Paol : « — Mall am euz da vervel ha da veza gant Jezuz-Krist. »