Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/626

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann naved devez a viz guengolo


SANT GORGOON HA SANT DOROTHEE, MERZERIEN
————



Gorgoon a ioa offiser e palez ann impalaer Dioklesian. Gant sikour eunn offiser all, he hano Dorothee, oa deuet a benn da c’hounit da Jezuz-Krist holl offiserien ar palez, ha goulskoude na Dorothee nag hen n’o doa c’hoaz diskouezet d’ann impalaer e vijent kristenien.

Eunn devez Dioklesian a reaz sevel he dron enn eur zal vraz, ha digas dirazhan ann dud fidel a ioa er prizouniou, evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann doueou faoz. Mes, e leac’h senti ouz ann impalaer, ann dud fidel-ze en em lakeaz holl da gana : « — Doueou ar baianed ne d-int nemed drouk-sperejou ; n’euz ken Doue nemed ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar. »

Dioklesian a ieaz enn egar o klevet kement all, hag a roaz urs raktal da zispenn korf ar gristenien kalounek gant fouetou ploumm pe ivinou houarn, Unan anezho a oue bourrevet muioc’h eged ar re all abalamour m’en doa doare da ober muioc’h a c’hoab euz ann impalaer. O velet ann dra-ma, Gorgoon ha Dorothee a zonjaz oa deuet ar mare evitho d’en em ziskouez evit ar pez ma’z oant, ha setu hi ha lavaret da Zioklesian : « Impalaer, emezho, ni a virit ive ar zetans oc’h euz douget a enep ann den-ze ; rak he feiz a zo ive hor feiz-ni, ann Doue a zervich, ni her servich eveldhan. »

Dioklesian a jomaz mantret o klevet ar c’homzou-ma.

Klask a eure da genta deseo Gorgoon ha Dorothee dre bromesaou kaer ; mes ann daou offiser a respountaz grons ne adorjent biken ann idolou, ha pa vije roet d’ezho holl denzoriou ann douar. Neuze ann impalaer a ordrenaz ho zeuler enn eur prizoun tenval, karget a jadennou.

Antronoz ho galvaz dirazhan adarre, hag e lavaraz dezho : « — Mar kirit senti ouzinn, me roio d’ehoc’h ar renk kenta etouez va offiserien. A hent all, n’oc’h