Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/622

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Etre daou, Olibrius, gouarner Frans d’ann ampoent, a ieaz da ober eur bale da Aliz. Eno en devoue tro da velet Ren e ti he zad, a ioa he hano Klemant, ha raktal e sonjaz he goulenn da bried. Klemant a oue foug ennhan o klevet ar goulenn-ma hag a asantaz dioc’htu. Goulskoude, o veza ma renke ar gouarner mont d’ann Allemagn, Klemant hag hen en em glevaz da c’hortoz eur pennad abarz ober ann eured.

Epad ann amzer-ze, Klemant a dlie ive obten asant he verc’h. Mes, kerkent ha ma oue toullet kaoz d’ezhi, Ren a respountaz grons n’e devije biken ken pried nemed Jezuz-Krist. He zad n’he lezaz ket da lavaret hirroc’h : kement a zrouk a ioa ennhan o velet oa kristenez he verc’h ma reaz he frizounia var ann heur enn eunn dourell euz he vaner, gant eur c’helc’h houarn enn dro d’he c’horf hag eur jadenn a bep tu evithe delc’her stag ouz ar mogeriou.

Olibrius, o veza distroet euz ann Allemagn, n’oa ket evit kredi ar pez a oue kountet d’ezhan divar benn Ren. Pedi a eure he zad da zigas anezhi dirazhan, ha pa oue erruet, ec’h eseaz da genta he gounit dre gomzou flour ha dre bromesaou kaer. Mes ar gristenez kalounek ne reaz van evit he glevet, hag a zalc’he mad ato d’he feiz ha d’ar bromesa e devoa great d’he Zalver Jezuz.

Neuze ar garantez en doa ar gouarner evithi a droaz enn eur gounnar direiz. Rei a eure urs d’he diviska enn noaz ha da zispenn he c’horf epad div heur, da genta a daoliou fouet, ha goudeze gant ivinou houarn. Goad ar Zantez a boullade var ann douar ; mes hi a veule Doue, hag a ioa bepred kel laouen ma’z oa mantret he bourrevien. Olibrius he-unan en devoue mez o veza ker kriz e kenver eur plac’h ker iaouank, rak Ren ne oa c’hoaz nemed seitek vloaz, hag a lavaraz erfin ehana hag he c’has d’ar prizoun.

A veac’h oa erruet eno, ha serret ann or varnhi, ma’c’h en em roaz da gousket. Hogen, epad he c’housk, e velaz eur groaz vraz-vraz, hag e beg ar groaz-se eur goulm hag a ziskleriaz d’ezhi e resevche antronoz kurunenn ar verzerenti. Ar c’helou-ma a reaz kement a blija-