Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/620

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

tra a zell oc’h ar relijion, hag heb dale Bertin hag he zaou vignoun a deuaz da veza habil-braz var ar skianchou sakr, evel ma’z oa dija sant Omer. Mes aketuz oant ive da zantifia ho studi dre ar bedenn ; rak ne glaskent nemed plijout da Zoue e peb tra.

Etre daou, sant Omer a oue hanvet da eskop e Terouann, hag a benn daou vloaz goude, abad Lukseuill a gasaz d’ezhan Bertin, Mommolin hag Ebertram, evit he zikour da c’hounit tud ar vro-ze da feiz Jezuz-Krist. Guir eo, ann Aviel a ioa bet prezeget eno guech all ; mes ann anaoudegez anezhan n’oa ket eat doun er sperejou, ha tost kant vloaz a ioa m’oa ankounac’heat.

Ne c’houfe den lavaret pegement a boan o devoue ann tri visioner o lakaat eur bobl, hag a ioa hanter-c’houez, da zilezel servich he idolou ha da guitaat he vuez fall. Goulskoude Doue a vennigaz ho labour, ha bez’o devoue erfin ann eur da zastum eunn eost puill a eneou enn eur vro ha n’oa ket doareet da zougen kalz a frouez.

Bertin hag he zaou goumpagnoun a zavaz eur gouent evitho var eur menez, ha Mommolin a oue lakeat da zuperior abalamour m’oa ar c’hosa. Mes, a benn nebeut bloaveziou, ar gouent-se ne oa mui braz aoualc’h evit loja ar re a deue da c’houlenn beza resevet ennhi. Savet e oue eta eur gouent all, eul leo ac’hano, enn eur plas hanvet Sithieu, ha Bertin a oue choazet evit beza superior ar gouent nevez-ma.

Heb dale e oue guelet eno kant hanter-kant manac’h, ha betek daou c’hant zoken. Bertin a zalc’he eunn urs kaer enn ho zouez ; mes ive bez’ez oa he-unan evitho eur skouer a bep seurt vertuziou. Miret a reant a boent da boent ar reolenn a vuez roet gant sant Kolomban d’he ziskibien. Ne zebrent nemed bara ha louzeier glaz, pe griziou poazet enn dour, ha ne event morse a vin.

Rannet oant e meur a rumm evit gellout kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue, ha peb rumm a iea d’he dro d’ann iliz evit ann dra-ze. Ar re all a veze o labourat ; mes enn eur labourat ne ehanent ket da bedi ken nebeut. Goulskoude ho labour a ioa tenn meurbed, hag eunn eston eo sonjal er basianted o deuz renket da