savet evit tenna ar gaptived euz a dre zaouarn ann Turked. Remon, o veza kounje digant he dad, a skoaz raktal etrezek Barseloonn evit goulenn beza resevet enn Urs-se. Resevet e oue gant sant Per Nolask.
A benn tri bloaz goude beza great he veuiou, e oue kaset he-unan d’ann Afrik, hag enn eur erruout e kear Aljer e prenaz eur maread kaptived. Mes kalz re all a jome c’hoaz ha n’en doa mui a arc’hant da baea ho ransoun. Neuze Remon a lavaraz d’ann Turked : « — Mar kirit lezel ar gaptived all-ze da zistrei ive d’ho bro, me ro d’ehoc’h va ger e vezo paet ho ransoun divezatoc’h, ha da c’hortoz, me jomo da gred evitho. » Great e oue evel a lavarear Zant ; ar gaptived a oue laosket holl da vont kuit, ha Remon a jomaz da gred evit ar re n’oa ket c’hoaz paet ho ransoun.
Raktal ec’h en em lakeaz da brezeg ann Aviel d’ann Turked, petra bennag m’oa difennet ann dra-ze dindan boan a varo, ha bez’en devoue ann eur da c’hounit meur a hini anezho da feiz Jezuz-Krist. Mes diskuillet e oue d’ar gouarner, hag hema her c’houndaonaz da vervel dre ar peul. Ann nep a veze koundaonet d’ar seurt maro-ze a veze treuzet he gorf gant eur peul euz ann eil penn d’egile.
Ar Zant a zridaz he galoun gant ar joa pa glevaz pe seurt setans a ioa douget enn he enep. Goulskoude ar zetans-ma a oue chenchet enn eunn all hag her c’houndaone hebken da reseo taoliou baz var blantou he dreid; rak ann Turked o doa aoun da goll ar ransoun a ioa dleet d’ezho c’hoaz evit lod euz ar gaptived o doa lakeat e liberte. Hogen, Remon a gendalc’haz da brezeg enn despet d’ann taoliou baz en doa bet. Mes diskuillet e oue adarre d’ar gouarner, hag enn dro-ma ar gouarner a ordrenaz toulla he vuzellou d’ezhan ha staga outho eur potaillik hag a ioa alc’houez varnhan. Goudeze e reaz he deuler enn eur prizoun tenval dindan ann douar, hag ar Zant a dremenaz eiz miz er prizoun heuzuz-se, karget a jadennou hag he c’hinou ato alc’houezet nemed da vare ann tammou prejou a veze servichet d’ezhan.
Abarz ar fin ec’h erruaz menac’h euz he Urs gant ann